Kevredad Komunour Luksembourg

Eus Wikipedia

Kevredad Komunour Luksembourg (en alamaneg: Kommunistischer Bund Luxemburg) a oa anv ur strollad komunour a save a-du gant linenn bolitikel Sina oberiant e Luksembourg, krouet e 1970 gantañ da benn Charles Doerner.

Embannet e vez gant ar strollad ar gelaouenn Roude Fandel ("Banniel Ruz").

E 1975 e oa bet krouet Aozadur Komunour Luksembourg/Marksourion-Leninourion (Kommunistische Organisation Luxemburgs / Marxisten-Leninisten) gant un toullad izili aet kuit eus ar Strollad da heul un disrann diabarzh.