Mont d’an endalc’had

Kevreadurezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kevreadurezhel)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezh (saoz : syntax) pe ereadurezh evit komz eus studi ar reolennoù hag a dalvez er yezh-mañ-yezh da sevel frazennoù reizh e-keñver ar yezhadur. E berr e tenn ar gevreadurezh da urzh an elfennoù en ur frazenn ha d'al liammoù kenetreze.

Kregiñ a reas ar gevreadurezh gant studioù yezhadurel Panini anvet Ashtadhyayi ha kregiñ a reas ar skiant a-vremañ gant al levr Grammaire générale et raisonnée gant Antoine Arnauld. Mont war ziorren a reas studi ar gevreadurezh en XXvet kantved a-drugarez da dud brudet all evel Noam Chomsky.

Klask a ra ar gevreadurezh kompren reolennoù mont-en-dro yezhoù resis hag ivez dre o c'heñveriañ klask goût pe reolennoù a zo boutin d'an holl yezhoù, da lâret eo perzhioù kevreadurezhel ar yezhadur hollek. Ur skiant eo ar gevreadurezh ha klask a ra deskrivañ mont-en-dro ar yezhoù evel ma vezont komzet ha skrivet kentoc'h evit sevel reolennoù evit o implijout en un doare "reizh".

Pal studioù ar gevreadurezh a c'hell kemmañ. Keit ha ma klask ar "gevreadurezh furmel" kompren ha sevel displegadennoù a denn da mont-en-dro ar yezh en empenn (ar "mont-en-dro diabarzh") e klask ar "gevreadurezh kantouezel" displegañ reolennoù mont-en-dro ar yezh evel ma vez implijet e gwirionez (ar mont-en-dro diavaez), dreist-holl dre zielfennañ skridoù.

Gwelit ivez :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]