Mont d’an endalc’had

Kevre Savoia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kevread Savoiat)

Kevre Savoia (Ligue Savoisienne e galleg; Liga de Savouè en arpitaneg) a zo ur strollad politikel dizalc'hour krouet e 1995 gant Jean de Pingon goude m'en doa embannet un heuliad pennadoù er c'helaouennoù Le Faucigny ha Présence savoisienne. Anvet e voe Ligue des Droits Savoisiens (kevre ar gwirioù savoiat) da gentañ ha neuze Kevre Savoia (Ligue de Savoie). Renet e oa gant Patrice Abeille (1954-2013).

Pal al luskad a zo sevel ur stad dizalc'h e Savoia. Un nebeud berzhioù en doa bet e fin an XXvet kantved hag ur c'hannad (Patrice Abeille) en deus bet e kuzul rannvro Ron-Alp etre 1998 ha 2004. Hervez e bennoù en doa al luskad 3.000 ezel met dreistpriziet e oa moarvat.

War zigresk eo al luskad abaoe. Kollet e oa bet e sez er c'huzul rannvroel e 2004 abalamour d'ar sistem-votiñ. Ur statud a seller en doa bet e Rannvroioù ha pobloù kengred met diarbennet e voe e 2005 goude ma oa bet embannet pennadoù enep-islamat gantañ en e gelaouenn Le Savoisien. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo c'hoazh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]