Kest (preñved)
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Nematoda | ||
Kevrennad : | Secementea | ||
Urzhad : | Ascaridida | ||
Kerentiad : | Oxyuridae | ||
Genad : | Enterobius | ||
Anv skiantel | |||
Enterobius vermicularis Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hest (Enterobius vermicularis) zo preñved arvevat a vev e bouzelloù an dud. D'o heul ec'h a ur c'hleñved arvevadek dizañjer ha kavet er bed a-bezh.
Kelc'hiad buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1 : Mont a ra ar barez da zozviñ he vioù e-kichen ar fraezh, pezh a zegas debron.
2 : Emgontammiñ a ra an den dre skrapat an dachenn-se. Kontammiñ a c'heller ivez dre analat vioù en uloc'h.
3 : Diglorañ a ra al larvenn er vouzelenn voan
4,5 : Ar c'hest deuet d'o ment a ya d'en em staliañ er c'holon
War-dro ur miz zo etre ar mare ma vez euvret vioù kest hag ar mare m'eo prest ar barez da zozviñ.