Mont d’an endalc’had

Kendalc'h Pariz (Dubufe)

Eus Wikipedia
Kendalc'h Dubufe, gant Édouard Dubufe

Kendalc'h Pariz zo un eoullivadur graet e 1856 gant al livour gall Édouard Dubufe (1819-1883). Emañ war ziskouez e Mirdi Broadel Kestell Versailhez ha Trianon. Urzhiet e voe gant gant ar gouarnamant gall goude Kendalc'h Pariz, dalc'het etre ar 25 a viz C'hwevrer hag an 30 a viz Meurzh 1856 evit sinañ ar peoc'h goude Brezel Krimea (1853-1856).

El livadur e weler dileuridi eus ar broioù o doa kemeret perzh er brezel hag a oa bet pedet d'ar c'hendalc'h, kenkoulz hag hini Prusia daoust ma ne oa ket bet ar vro-se o vrezeliañ.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]