Kenchester
Neuz
(Adkaset eus Kenchester (Herefordshire))
Kenchester zo ur gêriadenn saoz, e kontelezh Herefordshire.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo Kenchester abalamour da adspadennoù ar c'hreñvlec'h roman a gaver eno. Gant ar Romaned e oa bet savet kamp Magnis, a-dal d'ur c'hreñvlec'h brezhon a oa war torgenn Credenhill.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A. Magnis[1]
- Itinerarium Antonini. 4847 (Iter VII) ː Magnis
- Dizanv Ravenna 10627 ː Magnis
Talvoudegezh ː pe diwar *magno / *magni ( = maen, mein), pe diwar *magnon / *magnia ( = meur)
B. Kenchester Ken a zeu eus ar ger hensaoznek "ceint" a dalvez kement ha "stêr", hag an eil elfenn chester, hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Bro-Saoz, a zeu eus ar ger latin castra a dalvez kement ha "kreñvlec'h". "Ar c'hastell e-kichen ar stêr" eo ster Kenchester eta.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.