Kemeridigezh Acapulco
Neuz
Kemeret e voe kêr Acapulco d'an 3 a viz Mezheven 1864 e-pad Eil emelladenn ar C'hallaoued e Mec'hiko. Ur rejimantad tennataerien aljerian eus an arme c'hall a aloubas porzh Acapulco. Daoust da se, d'ar 7 a viz Mezheven, 3 deiz goude ar gemeridigezh, e voe faezhet ar rannarme-se, erruet e San Blas, en Nayarit, gant ur bagad republikan dindan an isletanant Dámaso F. Ortega, en Las Cruces, tostik da Acapulco.