Kechuaeg
Kechuaeg (Runa Simi) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Perou, Bolivia, Ekwador, Chile, Arc'hantina, Kolombia |
Rannved : | Andoù |
Komzet gant : | 14 000 000 |
Renkadur : | 83 |
Familh-yezh : | Yezhoù kechuaek Kechuaeg |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Bolivia, Perou, Kolombia |
Akademiezh : | Academia Mayor de la Lengua Quechua |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | qu |
ISO 639-2 | que |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | QUE |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh komzet e Suamerika eo ar c'hechuaeg (kechuaeg: runa simi; runa, "pobl" + simi, "genoù; komz"). Peurliesañ e vez renket e-touez ar yezhoù aymarek met n'eo ket ken sklaer-se al liamm-familh-se.
Gwechall-kozh e veze anezhi yezh Impalaeriezh an Inkaed hag hiziv e vez komzet c'hoazh e meur a doare tost pe dostoc'h gant tro-dro da 9.6 milion a vammyezherien ha 4 milion a dud all e su Kolombia hag Ecuador, e Perou hag e Bolivia a-bezh, e gwalarn Arc'hantina hag e norzh Chile. E-touez an holl yezhoù komzet gant pobloù orin Amerika eo ar c'hechuaeg an hini gant ar muiañ a dud a ra ganti.
Div rannyezh pennañ zo :
Kechuaeg I pe waywacheg (waywash) komzet e kreiz Perou. Disheñvel-tre e c'hell bezañ pep yezh er skourr-mañ an eil diouzh eben.
Kechuaeg II pe wanpouneg (wanp'una), isrannet d'he zro e tri skourr: Kechuaeg younkayek (lec'hioù zo eus Perou); Kechuaeg an norzh (quichua pe runa shimi) (dreist-holl e Kolombia hag Ecuador); Kechuaeg ar su (Perou, Bolivia, Arc'hantina ha Chile). Homañ eo an doare-yezh pouezusañ dre m'emañ komzet gant ar muiañ a dud hag a-drugarez da live sevenadurel an dud a ra gantañ.
Tost da 30% eus an holl c'herioù implijet er c'hechuaeg a-vremañ a zeu eus ar spagnoleg ha ken don eo bet levezon ar yezh-se warni ma'z eo bet degemeret ganti fonemennoù estren ( f, b, d, g).