Kazh ar pampa

Eus Wikipedia
Kazh ar pampa

L. pajeros


Spesad n'eo ket bet priziet (NE)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Leopardus
Anv skiantel
Leopardus pajeros
Desmarest, 1816
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Kazh ar pampa (Leopardus pajeros), anvet ivez kazh-geot, a zo ur c'hazh roudennek bihan hag a gaver er Pampa hag e rannvroioù nesañ Amerika ar Su, eus Ecuador betek Chile hag Arc'hantina. Muzuliañ a ra etre 55 cm ha 70 cm ha pouezañ a ra etre 3 ha 7 kg. Eus louet da c'hell-du e kemm e vlevad.

Ne ouezer hogozik netra diwar-benn danvez buhez kazh ar pampa. Un aneval noz eo, war a seblant, ha bronneged bihan hag evned a vez preizhataet gantañ dreist-holl. Ar parezed n'o devez nemet daou gazhig war un dro.

Etre 9 ha 16 bloavezh e c'hell kazh ar pampa bevañ.

Isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]