Kazh-traezh
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Felis | ||
Anv skiantel | |||
Felis margarita Loche, 1858 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hazh-traezh (Felis margarita) zo ur bronneg bihan (50 cm gant ul lost 30 cm) hag a vev e dezerzhioù Norzhafrika, Arabia ha kreiz Azia.
Bevañ a ra er rannvroioù a zo re sec'h ha re domm evit kazh an dezerzh evel ar Sahara, dezerzh Arabia ha dezerzhioù Iran ha Pakistan.
Ur penn bras gant divskouarn hir ha begek en deus. Melen eo e vlevenn gant roudennoù hogozik diwelus. Du eo penn e lost hag e bavioù zo goloet gant blev hir a warez anezhañ diouzh tommder an traezh.
Un aneval-noz eo. Kuzhat a ra dindan ar reier diouzh an deiz. Diouzh an noz e tebr krignerien, glazarded hag amprevaned. Etre daou ha pevar c'hazhig a c'han ar parezed goude daou viz dougen. Bras int goude 1 bloavezh ha gallout a reont bevañ 14 vloaz.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar isspesad a zo:
- Felis margarita margarita, Sahara
- Felis margarita harrisoni, Arabia
- Felis margarita thinobia, Iran
- Felis margarita scheffeli, Pakistan