Kayoused
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Kayoused | |
---|---|
Poblañs | Diskennad ebet eus ar meuriad abaoe ma'z int kemmesket gant an Umatillaed |
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus | Washington, Oregon |
Yezh | kayouseg, saozneg |
Relijion | relijion hengounel |
Ur meuriad orin stad Oregon er Stadoù-Unanet eo ar c'hayoused (Cayuse e saozneg). Rannañ a reont ur mirva gant an Umatillaed hag ar Walla Walla e-kichen Pendleton (Oregon) e-harz ar Menezioù Glas. Un darn Meuriadou Kengevredet Mirva an Indianed Umatilla int.
Tetawken, ar pezh a dalvez "ni, ar bobl" a reont anezho o-unan. E biz Oregon ha gevred stad Washington edont o chom, e-kichen bro an Nez Percé. E 1855 ez ejont e-barzh mirva an Umatillaed goude bezañ sinet ur feur-skrid gant ar gouarnamant amerikan. Gant ar meuriadoù arall o chom eno o deus en em genmesket buan a-walc'h. E 1904 ne chome Kayous ebet ken glan e wad.
Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]