Kawa

Eus Wikipedia
Kawa, war un timbr eus Republik Iran

Kawa pe Kaveh ar gov (کاوه آهنگر en perseg, "Kawa" en kurdeg) zo un haroz mojennel eus impalaeriezh kozh ar Veded hag ar Bersed hag a gasas un emsavadeg a-enep ur roue euzhus anvet Zahhak pe Dhaka, un istor kontet en ur varzhoneg eus an Xvet kantved, ar Shâh Nâmeh, savet gant ar barzh Ferdowsî.