Kavenn ar c'hof

Eus Wikipedia
Kavennoù korf un den

1 Kavenn ar c'hein - 2 Kavenn ar glopenn - 3 Kavenn a-livenn - 4 Kavenn a-dor - 5 Kavenn ar brusk - 6 Kavenn a-dor al lestr - 7 Kavenn ar c'hof - 8 Kavenn al lestr

Kavenn ar c'hof zo ul lec'h kleuz e korf an den, ennañ an darn vrasañ eus ar flugez. En den emañ dindan kavenn ar brusk hag a-us kavenn al lestr. Goloet eo gant ur groc'henenn : an ampelenn.

E-touez an organoù lec'hiet e kavenn ar c'hof emañ : ar stomog, an avu, ar gellenn vestl, ar felc'h, an ilgreiz, ar vouzellenn voan, al lounezhi hag ar vouzellenn dev.