Katie Swan

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Katie Swan e 2018

Katie Swan, ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1999 e Bristol, zo ur c'hoarierez tennis saoz.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Swan a zo bet ganet e Bistol, merc'h da Nicki ha Richard Swan. Pa oant e vakañsoù e Portugal ha pa oa-hi 7 vloaz, e voe enskrivet e kentelioù tennis. Ar c'helenner, en devoa c'hoariet evit skipailh Portugal ur wech, en devoa embannet d'ar gerent e oa donezonet ar plac'hig ha ma kendalc'hfe gant an tennis e c'hellfe dont da vezañ c'hoarierez a-vicher.