Katarina Sveden (1584-1638)
Neuz
Katarina Sveden, pe Katarina av Sverige e svedeg, (1584-1638), a oa ur briñsez eus Sveden, merc'h da Karl IX, Roue Sveden, ha mamm da Karl X Gustav.
Lezvamm ar rouanez Kristina Sveden e voe e-pad ur pennad.
Dimeziñ a reas e 1615 d'he c'henderv Johann Kasimir von Pfalz-Zweibrücken-Kleeburg. Chom a rejont e Sveden betek 1617, ha mont goude da Alamagn ma vevjont e-pad pemp bloaz.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh bugel he doe:
- Christina Magdalena (1616-1662); dimezet da Friedrich VI von Baden-Durlach
- Johan Wolfgang Karl av Pfalz (1618-1621)
- Emilia Elisabeth av Pfalz (1619-1628)
- Karl X Gustav (1622-1660), Roue Sveden
- Maria Eufrosyne av Pfalz (1625-1687); dimezet da Magnus Gabriel De la Gardie
- Eleonora Katarina av Pfalz (1626-1692) ; dimezet da lantgreve Fredrik von Hessen-Eschwege.
- Kristina av Pfalz (1628-1629)
- Adolf Johan av Pfalz (1629-1689), riksmarskalk
Mab roue
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe dilezet ar gurunenn gant he nizez Kristina Sveden eo he mab a voe laket da roue, hag anvet Karl X Gustav en 1654. Ha betek 1720 e renas e diegezh.