Kastell Ogwr

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kastell Ogwr

Kastell Ogwr zo ur c'hastell ha ne chom nemet an dismantroù anezhañ e-kichen kêriadenn Ogwr, er c'hreisteiz da gêr Pen-y-bont ar Ogwr, e kontelezh Pen-y-bont ar Ogwr, gwechall e Morgannwg. War lez kreisteiz ar stêr Ewenni emañ, un tamm a-raok he c'hember gant ar stêr Ogwr.

Savet e voe e 1116 gant William de Londres pa oa an Normaned oc'h aloubiñ Kembre.

Bez' ec'h eo unan eus an tri c'hastell savet gant an Normaned er c'hornad, hag an daou all a oa re Kastell Coeti ha Castell Newydd (Pen-y-bont ar Ogwr).

Ul lez-varn hag un toull-bac'h zo bet er c'hastell betek an XIXvet kantved.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]