Karrez hud
E matematik e vez kenaozet ur c’harrez hud urzh n gant n2 niver anterin a vez disheñvel peurvuiañ ha skrivet dindan stumm un daolenn garrezek. Urzhiet e vez an niveroù-se evit ma vo kevatal sammad pep renkennad, pep kolonenn ha pep treuzvegell bennañ. Karrezioù hud a vez kavet evit pep urzh n ≥ 1 nemet n = 2, met diaes eo dec’hel kont eus n = 1 o vezañ ma n’eus dioutañ nemet ur gellig, enni an niver 1. Ar c’harrez hud bihanañ a zo diskouezet amañ a zo ur c’harrez hud urzh 3
Ar sammad digemm a zo e pep renkennad, kolonenn pe treuzvegell a vez graet an digemenn hud diouti, pe sammad hud, M. Digemenn hud ur c’harrez hud a zo suj da n hepken hag he zalvoudegezh a zo:
Evit karrezioù hud a urzh n = 3, 4, 5, ..., e vez an digemenn hud: 15, 34, 65, 111, 175, 260, ...
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet e oa ar c’harrezioù hud gant Sinaiz adalek 650 kent J.K. ha gant matematikourien arab adalek ar VII kantved moarvat pa z eas an armeoù arab da aloubiñ gwalarn Bro Indez. Kelennet oa bet dezho gant matematikourien Bro-Indez ar steredoniezh hag ar matematik, hag ar matematik kediadurel da heul. Kavet eo bet ar c’harrezioù hud kentañ , a urzh 5 pe 6 en un holloueziadur bet embannet e Bagdad war dro 983. Holloueziadur ar Breudeuriezh hag ar Glanded (Rasa'il Ihkwan al-Safa). Karrezioù hud simploc’h a oa anavezet gant matematikourien arab a-raok. Lod eus ar c'harrezioù se a voe implijet diwezhatoc'h asambles gant lizherennoù hud evel e Sham Al ma'arif evit skoazellañ strobinellerien. An Arabed a vije bet ar re gentañ oc’h implijout anezho adalek an Xvet kantved evit o zalvoudegezh matematikel hepken. Ahmad al-Buni a embannas ul levr e lec’h ma leze a-gostez ar brizhkredennoù hud a oa stag outo betek hen war dro 1250. .
E Bro Sina e oa graet Luoshu : 洛书 eus ar c’harezioù hud hervez Levr ar stêr Luo. Taolennet e oant dindan stumm meur a arouez. Taolennet e voent gant sifroù e Bro Indez, al lec’h ma oa bet ijinet ar sifroù arab. Adkavet e vezont e meur a sevenadur eus Azia pe Europa, un dalvoudegezh relijiel dezho peurvuiañ.
Adkavet e vezont e levrioù hudouriezh Europa evel Alc’houez Salaün , Clavis Salomonis pe Clavicula Salomonis e latin, bet embannet etre ar XIV vet hag ar XVvet kantved, da vare an Azginivelezh Italian E 1510 e oa anv eus karrezioù hud nevez gant ar prederour alamant Cornelius Agrippa (1486-1535), un dalvoudegezh relijiel dezho atav. Skrivañ a reas al levr De Occulta Philosophia e lec’h ma embann un deorienn o veskañ astrologiezh ha karrezioù hud. O n’em ziazezañ war skridoù Marsalio Ficino ha Pico della Miranda e tisplege perzhioù seizh karrez hud adalek an urzh 3 betek an urzh 9, pep hini anezho o vezañ stag ouzh pep a blanedenn astrologel. Al levr-se en doa bet ul levezon bras tre en Europa betek an Enepdisivoud. Implijet e vez c’hoazh karrezioù hud Agrippa e lidoù hud a-vremañ.
|
|
|
|
|
|
|
Ar c'harrez hud urzh 4 a weler en engravadur Melencolia gant Albrecht Dürer a zo sañset bezañ ar wech kentañ e oa implijet ur c'harrez hud en arz en Europa.
Heñvel eo ouzh karrez Yang Hui a oa bet krouet wardro 250 vloaz Kent J.K. Kavet e vez ar sammad 34 er renkennadoù, er c'holonennoù, en treuzvegelloù, hag e pep strollad pevar kellig, hini ar c'hreiz ha re pep korn ar c'harrez. Ar sammad zo heñvel pa ouzhpenner niveroù pep korn ar c'harrez (3+8+14+9) ha sammad niveroù kreiz an div golonenn diavaez pe an div renkennad diavaez. (5+9+8+12 and 3+2+15+14). Ar bloavezh e oa bet savet ar c'harrez a zo roet gant an daou niver zo e kreiz renkennad an traoñ 1514. An niveroù 1 ha 4 a-bep tu eus an deiziad 1 ha 4 a dalvez al lizherennoù A ha D, pennlizherennoù anv an arzour.
16 | 3 | 2 | 13 |
5 | 10 | 11 | 8 |
9 | 6 | 7 | 12 |
4 | 15 | 14 | 1 |
Karrez hud a zo bet implijet un tamm mat e romant Dan Brown The Last Symbol bet embannet e 2009.
Ouzh talbenn iliz ar Sagrada Familia e Barselona e kaver ur c'harrez hud urzh 4. 33 eo an digemmenn hud, oad Jezuz Krist pa oa marvet. Heñvel eo en e frammadur ouzh Karrez Hud Dürer.
1 | 14 | 14 | 4 |
11 | 7 | 6 | 9 |
8 | 10 | 10 | 5 |
13 | 2 | 3 | 15 |
N'eo ket ur c'harrez hud reizh avat rak div wech e kaver an niveroù 10 ha 14 ha mankout a ra an niveroù 12 ha 16 , gant-se ne heulier ket ar reolenn 1→n2
Karrez Hud, kodoù ha kemennoù kuzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'harrezioù hud a zo bet implijet da rinoù pe godoù evit kuzhat stêr kemenn kuzh. Lakaet e vez ar c'hemenn da guzhat war ur c'harrez hud. Evit digodañ anezhañ e ranker kaout ar c'harrez hud a glot ha plasañ en-dro pep lizherenn en urzh vat hervez an niver enskrivet ouzh pep kelig eus ar c'harrez hud.a zigouezh.
Kemenn enkodet
|
Karrez hud Dürer eo ar c'hod kuzh
|
Ar c'hemenn digodet
KARREZHUDMARZHUS |