Mont d’an endalc’had

Karpatoù

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ar C'harpatoù, diwar skeudennoù tennet gant loarelloù.

Ar C'harpatoù zo menezioù en em led e meur a vro e reter Europa. Mont a reont d’ober al lodenn reter eus hollad menezioù kreiz Europa, tra ma’z an Alpoù d’ober al lodenn gornôg anezho. Stummañ a reont ur wareg vras, digor d’ar c’hornôg, adalek an Dorioù Houarn etre Serbia ha Roumania, a-dreuz Roumania, ul lodennig eus Ukraina, kreisteiz Polonia, ha Slovakia, betek tostaat da Alpoù Aostria. Ar c’hernioù uhelañ eo ar menez Gerlachovský (2.655 m) e Slovakia, ar menez Moldoveanu (2.544 m) e Roumania hag ar menez Rysy (2.499 m) e Polonia.

An anv

Anvet int Carpaţi e roumaneg, Karpaty e poloneg, tchekeg ha slovakeg, Карпати (Karpati) en ukraineg hag e serbeg, Karpaten en alamaneg ha Kárpátok en hungareg. Dont a ra anv ar C'harpatoù moarvat diwar anv ur bobl eus Dakia, anvet "Carpi" e latin, a oa o vevañ er reter d’an aradennad-venezioù-se, e Moldavia, hag a denne o anv o-unan marteze eus ur wrizienn indezeuropek kozh a dalvezfe "maen".


Karpatoù ar c'hornôg e Polonia (ar menezioù Tatra)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.