Mont d’an endalc’had

Karoline von Fuchs-Mollard

Eus Wikipedia
Karoline von Fuchs-Mollard (1681-1754), poltredet gant Martin van Meytens.

Karoline von Fuchs-Mollard (1681-1754), anavezet evel Charlotte, a oa ur gontez aostrian ha kelennerez an impalaerez santel Maria Theresia. Hi e oa ar c'hentañ maouez anvet Karoline. "Meine Füchsin" (ma louarnez) a lavare Maria Theresia anezhi.


Ganet e oa Marie Karoline e Vienna. Deuet e oa d'al lez da labourat evel dimezell a enor gant ar briñsez Maria Anna Aostria, merc'h da Leopold Iañ , Impalaer santel.

E 1710 e timezas da Christoph Ernst von Fuchs, ha div verc'h he doa bet. Karget e voe gant an impalaerez Elisabeth Christine da ober war-dro he merc'h Maria Theresia , adalek ma voe ganet e 1717, ha d'he skoliañ . Hi a savas ar verc'hig ha tost e choma an impalaerez outi ken na voe beziet e kev-bezioù an impalaered war c'houlenn Maria Theresia .

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]