Mont d’an endalc’had

Karl August Sveden

Eus Wikipedia
Karl August Sveden

Karl August Sveden, pe Christian August von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Augustenburg hervez e anv alamanek orin, ganet e 1768 ha marvet e 1810, a oa ur priñs alaman hag a oa da vezañ roue, goude bout advabet gant Karl XIII, roue Sveden. Mervel a reas re abred ha neuze e voe advabet ar jeneral gall Jean-Baptiste Bernadotte, ha hennezh eo a renas neuze. Kent-se e oa bet jeneral en arme Danmark ha gouarnour Norge e rouantelezh Danmark ha Norge.

E deroù Mezheven 1809 e voe diroueet Gustav IV Adolf hag e voe lakaet ar gurunenn war-benn e eontr, an Dug-Rejant, ha setu eñ anvet Karl XIII. Degemer a reas ar roue nevez Bonreizh 1809 Sveden, a vihanae galloud ar roue e-skoaz hini ar Breujoù.

Divugel e oa ar roue Karl XIII ma rankas, evit ma vije ur roue all war e lerc'h, advabañ unan bennak. Georg Adlersparre, an den a oa kiriek d'an taol-stad e 1809, a gave gwell lakaat Frederik VI Danmark da roue Sveden met Frederik a nac'has, hag Adlersparre da dreiñ e selloù da-gaout Norge.

Ne vevas ket pell a-walc'h avat da lezel ur roud en istor Sveden. Mervel trumm a reas d'an 28 a viz Mae 1810, pa gouezhas diwar e varc'h e-pad un embregadenn arme en Kvidinge. Diwar skejañ e gorf e voe kavet en doa bet ur barr, met brud a oa eoa bet kontammet gant tud eus kostezenn ar roue Gustav.

Tamallet e veze Axel von Fersen ar Yaouankañ da vezañ lazhet ar priñs Karl August. Da zeiz an obidoù, d'an 20 a viz Mezheven 1810, e troas konnar an engroez a-enep ar c'hont Fersen, ha lazhete voe a daolioù mein.
Beziet e voe Karl August Sveden en Iliz Riddarholmen, ma vez beziet rouaned ar vro[1].

  1. Mykland, Knut. "Christian August". In Helle, Knut (e norvegeg). Norsk biografisk leksikon. Oslo: Kunnskapsforlaget.

Levrlennadur e daneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Yngvar Nielsen, "Christian August, Prins af Slesvig-Holsten-Sønderborg-Augustenborg", i: C.F. Bricka (red.), Dansk Biografisk Lexikon, København: Gyldendal 1887-1905.
  • A. Ipsen, Christian August, 1852.
  • Steenstrup, Dansk Maanedsskrift, 1867-68.
  • Ræder, Danmarks Krigs- og politiske Historie 1807-9 II.
  • Yngvar Nielsen, Grev Herman Wedel og hans Samtid I.