Karel Škréta
Neuz
Karel Škréta
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Karel Škréta |
Anv-bihan | Karel |
Anv-familh | Škréta |
Deiziad ganedigezh | 1610 |
Lec'h ganedigezh | Praha |
Deiziad ar marv | 1 Eos 1674 |
Lec'h ar marv | Praha |
Lec'h douaridigezh | Church of St. Gall |
Breur pe c'hoar | Johannes Screta |
Bugel | Karel Škréta the Younger |
Micher | livour, graphic artist |
Tachenn labour | livouriezh |
Luskad | Baroque |
Ezel eus | Bentvueghels |
Tachenn | poltred |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Karel Škréta Šotonovský ze Závořic, anvet Carolus Creten ivez (1610 e Praha - 30 a viz Gouere 1674 e Praha), a oa ul livour barok tchek.
Soñjal a reer e teskas ar vicher gant unan eus mistri lez ar roue. E Saks hag en Italia e studias. Hervez A. Houbraken e livas poltredoù hag edo o chom e Roma asambles gant Willem Bouwer[1],[2].
Dont a reas da vezañ ezel eus Bentvueghels gant al lesanv Slagzwaart[2] pe Slach-sweerd[3] Kelenner al livour prahat Johann Georg Heinsch (1640-1713) e vije bet.[4].
Diwar 1638 edo o chom e Praha ma labouras war meur a stern-aoter, en iliz Sant Tomaz, hini Sant Stefan pe c'hoazh Iliz Itron Varia Týn.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (nl) Cornelid de Bie (Antwerpen, 1662): Het Gulden Cabinet, p. 114. En-linenn
- ↑ 2,0 ha2,1 (nl) Carolus Creten in De groote schouburgh der Nederlantsche konstschilders en schilderessen (1718) gant Arnold Houbraken, en Digital library for Dutch literature
- ↑ Het Gulden Cabinet, p. 251.
- ↑ Karel Sotnovsky Skreta