Karachi
Neuz
Karachi (ourdoueg: كراچى, sindeg: ڪراچي) a zo ur gêr hag ur porzh-mor eus Pakistan. Kêr vrasañ ar vro ha kêr-benn proviñs Sindh eo. Unan eus meurgêrioù brasañ ar bed eo gant 21 milion a dud. War ribl Mor Arabia emañ, e gwalarn delta an Indus. Kêr-benn armerzhel ha kellidel ar vro eo, hag ur greizenn skolveuriek vras en Azia ar su hag ar bed muzulman.
Tud liammet gant ar gêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Muhammad Ali Jinnah, politikour
- Benazir Bhutto, politikourez
- Bilawal Bhutto Zardari, politikour
- Ada Jafri, barzhez