Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Yuzev-berbereg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ha neptu e c'heller bezañ war afer Stad "Israel"? ne welan ket perak e vefe neptu anavezout gwirioù Stad "Israel". Ha kevatal eo Isreal (hep kromelloù) a vez anv diouti er bibl hag al lec'h aloubet gant ar Stad zionour? n'on ket aet da gemm mennoù Israel e pennadoù bet savet gant tud all, goulenn a ran e vefe doujet d'am neptuegezh-me ken ha ma vez doujet da neptuegezh ar re all ganin-me. ma'c'h eus c'hoant tabutal diwar-benn an afer-mañ war ar wikipedia, gra - lañs ar c'hinnig-se. met n'a ket da gemm traoù bet skrivet gant ar re all war digarez n'int ket neptu nemet rak ne glotont ket gant da savpoent-te. keit ha na vo bet divizet penaos ober en un doare a blij da darn vrasañ an dud er gumuniezh-mañ e kendalc'hin d'ober ingal gant an termen Stad "Israel" ha d'e gemm digemm pep tro ma vo lakaet Israel en e blas. na grog ket ur brezel mar plij - frouezhusoc'h e vefe bet leuskel pep hini gant e gredennoù ha sevel muioc'h a bennadoù.

--Neal 2 C'hwe 2006 da 15:15 (UTC)[respont]
  • Evidon-me, e talvez nompas anavezout gwirioù stad Israel kement ha bezañ a-du gant pe an islamourien pe strolladoù eus an tu dehoù pellañ. Setu an dalc'h. Ne 'm eus ket c'hoant da gregiñ ur brezel avat.

--J. Pokorny 2 C'hwe 2006 da 15:50 (UTC)[respont]

    • opala, ne welan ket e pelc'h emañ skrivet nag er pennad nag er gaozadenn a ya da heul e vefen me a-du na gant an islamourion na gant an tu kleiz pellañ. n'em eus ket lâret hag-eñ on a-du pe get: te an hini eo a lârez kemendall, n'eo ket me.

ha piv an hini eo neuze a rankfe menel neptu? evit ar pezh a sell ouzh an neptuegezh war afer Stad zionour "Israel", ken gwir all eo m'eo bet anavezet ez-ofisiel gant ul lodenn eus Stadoù ar bed ha m'o deus nac'het he anavezout 39 Stad all [1] - ha n'int ket holl islamourion moarvat. a-hendall ec'h eo diazet din anavezout ur Stad en he fezh pa vez degemeret gant an darn vrasañ eus Stadoù ar bed emañ aloubet ul lodenn eus ur vro all (Palestina) ganti. [2] --Neal 2 C'hwe 2006 da 15:58 (UTC)[respont]

      • oy vey un gevalt! evel-just 'ta ket skrivet kendall war-eeun, met kentoc'h klask lakaat da grediñ e vije ur savpoent neptu (da lâret eo da hini) hag ur savpoent kontrol difennet gant an tu kleiz-pellañ hag an islamourion - da lâret sañset ar savpoent da vezañ kavet er pennad bet savet ganin dre ma oa bet lakaet Stad "Israel" ganin kentoc'h evit Israel. sklaeroc'h c'hoazh evit ar re a fell dezhe kompren:

1. skrivañ a ra un den x (me) un dra a 2. skrivañ a ra un den all y (te) ne oa ket neptu an dra a 3. skrivañ a ra an den y e vez lâret a gant an islamourion hag an tu kleiz-pellañ 4. KLOZADUR: hervez b ar pezh a oa bet skrivet gant x n'eo ket neptu hag ouzhpenn e vefe a-du a gant ur savpoent islamour h.a. d'am soñj eo eo sklaer gant piv e oa bet taget piv... hag a-raok mont pelloc'h, HA NE LÂRAN KET EO OA BET LÂRET KEMENDALL GANEZ-TE, n'eo ket na zionourion nag a-du an holl yuzevioon gant Stad "Israel" ivez - da lâret eo ne c'heller ket lakaat da gevatal bezañ enep-zionour ha bezañ enep-yuzevour (ha ne lâran ket e vije bet lâret seurt traoù ganit-te). --Neal 2 C'hwe 2006 da 16:19 (UTC)[respont]

        • A-du-krenn gant Pokorny. Ret eo lakaat e soñjoù politikel en e chakod war Wikipedia. A-grenn a-enep an neptuegezh, ne vern pehini, eo skrivañ Stad “Israel” p’eo kement-mañ ar stumm ofisiel degemeret en ABU — ar meneg Stad Israel zo a-walc’h evit gouzout eus petra zo kaoz. Petra ’virje neuze da lakaat Republik “Iwerzhon”, “Egipt”, “Benin” Republik "demokratel" Kongo ha kement ’zo ?...

Ha ne gomprenan ket kennebeut perak eo aet Neal da adlakaat stummoù faziek evel “hebreak” (sic), “yezh berberek” (sic) a oa bet difaziet etretant.
Votet m’eus-me evit Neal evit vezañ merour, arabat reiñ keuz din! Iskomandant Marc'heg 2 C'hwe 2006 da 17:23 (UTC)[respont]

ne ouien ket em boe skrivet yezhoù berberek ha hebreak (adsic.) evel-hen - ur fzi eo n'eo ken. evit kaout keuz da vezañ bet votet evidon-me, ne welan ket perak. hag votet e vez nemet evit tud m'eur a-du gante da vezañ merourion? p'emañ evcl-se an traoù, n'on ket me hag-eñ n'on ket a-du gant christian rogel a-bnn ar fin pa lâr e vez ret diwall da gaout meriourion rak an dañjer e teufent da vezañ diktatourion. m'enfin... me em eus votet evit tud zo peogwir eo splann ha sklaer din e fell dezhe labourat evit mad ar wikipedia e brezhoneg ha klask lakaat anezhañ da vont war-raok (evel em eus klasket me), en desped d'o mennozhioù politikel pe iddeologel (ouxzhpenn-se ne oaran ket pere e vfent). evit ar pezh a zo chom neptu war afer Stad "Israel" ha penaos e vez skrivet ganin-me ha gant ur bern tud all), ne lâran ket on-me neptu, ar pezh a lâran eo NE C'HELLER KET BEZAÑ NEPTU evit ar pezh a sell eus ar vro-se. hag perak ne vefe ket neptu skrivañ Stad "Israel"? n'eo ket ur stad 'michañs, ha ne vez ket graet "Israel" outi gant tud zo met pas gant tud all (hag evit yuzevion ivez evel Neturei Karta evit ober an diforc'h ar Stad modern-se hag an Israel biblek)? hag evit achuiñ, daou draig 'ken ... 1. n'eus netra da welet Stad "Israel" d'am soñj na gant Iwerzhon, na gant Egipt... (gant Taiwan pe "Republik Sina" ne lâran ket!) ha 2. ma vin rediet da anavezout Stad "Israel" war ar wikipedia e brezhoneg dre implijout "Israel" er pennadoù savet ganin (ha n'eo ket alies e skrivan pennadoù a douch da seurt aferioù) ne genlabourin ket, rak a-enep d'am c'hredennoù doañ e vefe. ya, gwir eo, ret e vefe da pephini lakaaet e ideologiezh en e chakod, met pa ne vez ket tu e vefe gwell doujañ da gredennoù pep hini e lec'h lâret emañ ar wirionez gant un tu (amañ gant Stad "Israel") hag emañ an tu all faos. evit ar pezh a sell ouzh merañ, n'emañ ket ma soñj-me mont da gemm traoù bet savet gant tud all evit abegoù idologel, m'en asur! -Neal 2 C'hwe 2006 da 18:15 (UTC)[respont]

ne gomprenan ket perak e tiskwel eo ket kemmet ganin-me yezh verberek > yezh berberek hag ivez rummad > category, rakn'em boa ket graet--Neal 2 C'hwe 2006 da 18:19 (UTC)[respont]

    • Da'm soñj n'eus ket bet fellet da Bokorny sevel nag a-du nag a-enep Israel. Ur fed eo ez eus ur Stad zo bet krouet hag a ya en-dro evel-se. Ar fed da c'houzout piv a anavez ar Stad-se ha piv ne ra ket zo un afer all da vezañ displeget war pennad Israel. Skrivañ Stad Israel hep krochedouigoù ne dalvez ket sevel a-du gant ar Stad-se tamm ebet. Aze emañ Israel setu tout. Reizh eo skrivañ ar ger hep e lakaat etre krochedouigoù, dreist-holl en ur pennad evel hemañ na denn ket d'ar Stad-se war-eeun. Da'm soñj e vo pealec'h war pennad Israel da glask kensevel ur pennad e lec'h ma vo displeget petra a c'hoarvez er rannved-mañ en ur zoujañ d'ar gwirvoud ha da savboent an holl. Ar bed n'eo na gwenn na du. A-hend-all en em gaver war tachenn ar mennozhioù politikel hag ez eus binvioù all er-maez eus Wikipedia evit se : strolladoù politikel, kelaouennoù politikel pe foromoù a bep seurt; war Wikipedia ne welan nemet pajenn bersonel pep implijer evit embann e vennozhioù politikel. Setu, votiñ a ran evit na vo ket lakaet "krochedouigoù" en-dro da anvioù ar Stadoù war hor Wiki, nag evit Israel nag evit bro all ebet, forzh petra a c'hall pep hini ac'hanomp soñjal diwar-benn emzalc'h Stad pe Stad e lec'h pe lec'h eus ar Bed. --Fulup 2 C'hwe 2006 da 18:25 (UTC)[respont]
      • @ Fulup: A-du-krenn ganit. Reizh e vefe displegañ ar savpoenchoù disheñvel (hini zionist, re ar strolladoù politikel palestinian, hini an Neturei Qarta h.a.) e pennad Israel. @ Neal: * Evidon-me ez a a-enep da spered ar Wikipedia lakaat anvioù broioù anavezet gant ABU etre krochedoù. GS: N' em boa ket skrivet e vije lâret seurt traoù gant an tu kleiz pellañ, met gant an tu dehoù pellañ. E-giz-se emañ an traoù em bro d'an nebeutañ. N'eo ket memestra en da hini, moarvat. --J. Pokorny 2 C'hwe 2006 da 18:37 (UTC)[respont]

da gentañ, betegoût n'eus politikerezh diabarzh bet divizet gant ar wikipedia evit rediañ an dud a sav pennadoù da implijout an anvioù-broioù bet embannet gant ABU na gant forzh piv all. Làret e vez e vije ret ivez doujañ d'ar pezh zo bet embannet gant an here ivez, ha neuze e vefe iruñea kêrbenn Euskal Herria hag a coruña hini galiza - met faos eo!

lâret em eus dija, hag hen adlâret a rin adarre, m'ac'h eo a-enep da spered ar wikipedia ar pezh a ran e vefe gwelloc'h din chom a-sav hag implijout ma amser en un doare talvoudusoc'h m'en ho asur. evidin-me e vefe a-nep da spered ar wikipedia rediañ unan bennaket da skrivañ traoù ideologel ha n'emañ ket a-du gante na tamm ebet. n'eo ket sklaer e pelec'h emañ an neptuegezh war afer Stad "Israel": n'on ket bneptu, met n'eo ket neptu ivez savpoent ar re a difenn ar stad se. ur savpoent disheñvel an hini n'eo ken.

peurliesañ e vez implijet an termenoù saonzeg Zionist entity pe zionist stae gant an tu kleiz-pellañ. ha ya, rak aon e vefe kredet ec'h on me enep-yuzev pe c'hoazh ezel eus an tu dehoù-pellañ e c'hallan lâret e on bet kadoriad eus kevredigezh ar studerion yuzev e skol-veur york hag ec'h on ezel eus ur strollad marksour-leninour e galiza. evel-just n'on ket neptu - ha te, neptu out e gwirionez? ha neptu eo doujañ d'ar pezh a vez divizet er bed pa vezer rediet gant ar Stadoù-Unanet? --Neal 2 C'hwe 2006 da 18:54 (UTC)[respont]

ur stad a zo ha mat pell zo? n'on ket a-du. n'eo ket abalmour m'eo bet anavazet ar stad-mañ'r-stad gant ar broadoù unanet pe me oar piv eo e rankan me anavaezout ar stad-se. pa vo svaet ur pennad diwar-benn "Republik Sina" em eus spi e vo lakaet an anv se etre kromelloù evit an hevelep abegoù - da lâret eo n'eo ket bet abnavezet evel stad gant and darn vrasañ eus stadoù ar bed. lakaat hep kromelloù a dalvez evit meur a hini, eveldon-me, anavezout gwirvoud ar Stad-se, ha n'on ket evit en ober. pa vin rediet, pe ec'h in kuit pe c'hoazh e chomin hep mennegiñ ar stad-se hepmuiken... evit ar pezh a sell ouzhin evel merour dereat pe get, ne lârfen nemet an dra-mañ: ma ne vije ket bet savet ar pennadoù hag a zo bet savet gnin, ne vije ket bet tapet gant ar wikipedia e brezhoneg ar renk m'emañ hiziv un dra objektivel eo, n'eo ken)--Neal 2 C'hwe 2006 da 19:32 (UTC)[respont]

ar Broadoù Unanet eo ABU? ha pa ne douja ket Stad "Israel" d'ar pezh a vez lâret gant an aozadur-se, abalamour da betra e rankfen me hen ober? [3] ha [4]--Neal 2 C'hwe 2006 da 19:36 (UTC)[respont]