Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Yezhoù tireniek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am soñj, n'eo ket reizh lakaat titloù el liester (ur reolenn voas er Wikipedia eo), nemet evit un nebeut sujedoù (pe evit ar furmoù a-stroll brezhonek). Yezh tireniek a vije da lakaat da ditl. --Ch. Rogel 29 Her 2006 da 18:58 (UTC)[respont]

n'on ket a-du - pa seller mat ouzh an holl familhoù-yezhoù int bet lakaet holl e liester nemet evit ar re ma na vefe nemet ur yezh enne. N'eo ket reizh kaoutr un titl yezh tireniek pa ra dave da veur a hini. titloù ha rummadoù all a zo evel Broioù ar bed (ha n'eo ket bro hag a c'hellfe bezañ ur pennad disheñvel klok) pe c'hoazh yezhoù (ar bed) disheñvel diouzh yezh. Ne gomprenan ket perak e vefe da lakaet en unander ma'c'h eo liester. Ha rummadoù pe pennadoù Den (dibar) Palestina 'zo pe kentoc'h Tud (dibar) Palestina? Hag ur reolenn an hini eo pr ur voaz? N'eo ket ar memestra, ha ma vefe ur reolenn e vefe ret koazeal etrezomp-ni holl ha votiñ evit gwelet hag-eñ eo ur reolenn a rankfe bezañ kemmet a.benn gallout ober gant titloù resisoc'h.--Neal 29 Her 2006 da 19:13 (UTC)[respont]