Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Yezhoù kreolek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Da'm soñj e vefe bet gwelloc'h envel ar pennad-mañ yezhoù kreol(ek) el liester, kentoc'h eget yezh kreolek. Mar ne fazian ket n'eus ket bet ganet yezhoù kreolek diwar ur substrad spagnolek (evit ar portugaleg n'ouzon ket) hag aze emañ an diforc'h bras gant an alouberien gall ha saoz. Ar perag eus ar fed-se n'eo ket sklaer-sklaer d'an istorourien. Unan eus an abegoù zo bet degaset a denn d'ar fed eo vefe bet degemeret kalz aesoc'h an hironiezh en trevadennoù spagnol (muioc'h a veskaj zo bet). Pa c'hane bugale d'ar Spagnoled diwar darempredoù gant sklavezed e veze alies lakaet an dud-se e-touez rummad ar re vesket. Ne oant ket sklaved ken (ar vugale atav, evit ar mammoù eo un afer all). Mard anavezit yezhoù kreolek diwar ar spagnoleg, mat e vefe resisaat e pelec'h rak, din da c'houzout, n'eus ket anezho, met gallout a ran faziañ. --Fulup 14:03, 18 August 2005 (UTC)

ne gomprenan ket abalamour da betra e vefe 'kreolegoù' liester 'kreol'...

Ma vez graet gant kreoleg, neuze eo kreolegoù al liester ebel brezhoneg, brezhonegoù (seurtoù brezhoneg) --Fulup 15:17, 19 August 2005 (UTC)

Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Yezhoù kreolek

Boulc’hañ ur gaozeadenn