Kaozeal:Yezhoù frankonek izel
Perak e rez gant "frankoneg" kentoc'h eget gant "frankeg" a gaver e geriadur Roparz Hemon hag a seblant bezañ tostoc'h d'ar galleg 'francique' pe d'an alamaneg 'Fränkisch' ? Evit derc'hel un diforc'h evel e saozneg, 'Franconian' v. 'Frankish' ? --Llydawr 1 Kzu 2005 da 22:14 (UTC)
ya! hag evel se e vo tu da sevel prenandoù disheñvel. ha tostoc'h e tlefe bezañ ouzh ar galleg kentoc'h evel roro? ne oa ket eñ nag un doue na c'hoazh ur yezhonour...! n'eus forzh penaos, ma tivizas kemm an titl, bez' soñj da gemm ivez an holl liammoù diabarzh pe c'hoazh ober un adkas. met gwell eo, d'am soñj, e leuskel evel m'emañ. Neal 2 Kzu 2005 da 07:11 (UTC)
Salud dit ! Graet em boa gant ar ger "frankeg" (evit komz eus yezh ar Franked) peogwir em boa kavet ar ger-se em geriadurioù : Roparz Hemon [n'eo ket un doue :-) met ur geriadurour mat eo bet memes tra!], hag ivez Vallée, Favereau, Delaporte. N'ouzon ket daoust hag ezhomm zo da gaout daou c'her. Ar yezhoniourien alaman (hag int eo o deus studiet an traoù-se ar muiañ) n'o deus ket ezhomm eus daou c'her : ober a reont Fränkisch eus yezh Karl Veur pe Hlodwig hag eus yezh Luskembourg hiziv. Evel-just n'eo ket ar memes yezh [daoust d'ar pezh a lavar tud zo e Luksembourg...], met gresianeg hiziv ha gresianeg 2500 bloaz zo zo disheñvel a-walc'h ivez, ha koulskoude e reer gant ar memes ger "gresianeg" (pe Greek, grec, Griechisch...). Hag ar ger saoznek Franconian a c'hell talvezout ivez 'yezh ar Franked kozh' hervez geriadur Collins... Neuze n'eo ket splann ar c'hemm. Kenavo !--Llydawr 2 Kzu 2005 da 21:50 (UTC)
o teskiñ gesianeg emaon ha ret eo ober an difocrc'h etre 'hen c'hresianeg' (ancient greek), gresianeg koine (new testament/koine greek) ha gresianeg arnevez (modern greek) a-benn kavout traoù talvoudus war ar wiadenn m'en asur! evit ar pezh a sell ouzh ar frankeg h.a., ar brezhoneg a c'hell ober en un doare disheñvel diouzh ar galleg, ar saozneg pe c'hoazh an alamaneg d'am soñj a-benn ober sklaeroc'h. n'eus forzh penaos, adober bremañ (ha n'eo ket direizh a-walc'h d'am soñj evit dizober ar pezh zo bet graet betek-hen) a talvezfe reizhañ an holl bennadoù ennañ an tremen-se. ha talvezout a rafe ar boan? ma'z out prest n'en ober ne lârfen mann ebet. Neal 3 Kzu 2005 da 08:54 (UTC)