Kaozeal:Yezhoù direnk
- Evit poent e oa bet graet gant yezhoù digenvez haneket gant yezhoù direnk. Ur rummad bras zo dija er wiki gant an anv-se rummad:Yezhoù digenvez. Mat e vefe renkañ an dra-se. Fulup 1 C'hwe 2007 da 21:18 (UTC)
e gwirionez n'eo ket tre ar memstra, evidonme atav, yezhoù digenvez (language isolates) ha yezhoù direnk (unclassified languages: yezhoù n'int ket bet renket c'hoazh pe chomet hep bezañ renket un un doare resis). ur yezh a c'hell bezañ, lakaomp, indez-europek ha direnk (chomet hep bezañ bet ranket e-touez skourroù all ar yezhoù indez-europek), met ne vefe ket anezhi ur yezh digenvez dre ma c'h eo anezhi ur yezh indez-europek. --Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2007 da 21:23 (UTC)
Yezhoù Kolombia
[kemmañ ar vammenn]Dianav din eo an holl yezhoù eus Kolombia merket war ar bajenn-mañ. N'on ket sur tamm ebet ez eus (bet) anezho e gwirionez. Ne'm eus ket gwall fiziañs e roadennoù ar SIL evit Kolombia. Alies n'eus bet graet nemet adskrivañ rolloù yezhoù n'eo morse aet den ebet da wiriañ hag-eñ ez eus anezho, hag-eñ n'int ket just un anv all evit yezhoù anavezet dija, hag all. --Fulup 13 Kzu 2009 da 20:37 (UTC)