Kaozeal:Yezhoù ar Bed
Labouret em eus un tamm evit treiñ ar bajenn-se. Seul vui e klaskan treiñ ha klokaat ar bajenn seul vui e kav din ez omp partiet fall. N'eus ket met sellet ouzh rummad yezhoù ar bed evit gwelet ne vo ket lakaet pep tra war ar bajenn-mañ. Re a yezhoù zo. Da betra a-hend-all peogwir emañ renablet ar pep brasañ eus ar yezhoù er rummad yezhoù ar bed am eus meneget?
A-walc'h e vefe marteze sevel un adkas etrezek ar rummad yezhoù-se ma fell deomp kavout ur roll sirius. Ali e vefen da ouestlañ ar pennad-mañ d'ar yezhoù ar muiañ implijet e pep lodenn eus ar bed evit divrazañ (un doare douaroniezh ar yezhoù dre vras evit pep rannbennad) ha da lakaat un adkas, bewech, etrezek pennadoù klok a-walc'h gouestlet d'ar yezhoù komzet en ur rann eus ar bed e lec'h ma vefe graet ar memes tra : pennadoù diwar-benn geografiezh yezhoù an tolead + adkasoù d'ar rummadoù yezhoù dre rannoù ar bed zo savet dija evit darn.--Kadwalan 10 Mez 2007 da 17:44 (UTC)
- da geñveriañ ivez gant Rummad: Yezhoù ar bed, Familhoù yezh ha yezh (da renkañ). A galon, --Neal (Kaozeal) 10 Mez 2007 da 18:18 (UTC)
- Trugarez. Nondedistag ha plusk derv!Pebezh meskailhez!!--Kadwalan 10 Mez 2007 da 18:58 (UTC)
- D'am soñj e vije ret lakaat pe pep yezh gant ur pennlizherenn, pe hep, met ket hanter-hanter. Mod all, ma 'm eus krouet ar bajenn-se, eo peogwir e soñj din eo un doare mat da lakaat un tamm urzh er yezhoù. Ar Rummad: Yezhoù ar bed a zo evit ar mare re vras (ret vije krouiñ is-rummadoù): ober a ra aon... Ur sell "douaroniel" war yezhoù ar Bed, setu pal ar bajenn-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 21:33 (UTC)
- Trugarez. Nondedistag ha plusk derv!Pebezh meskailhez!!--Kadwalan 10 Mez 2007 da 18:58 (UTC)