Kaozeal:Yezh Ausbau
Neuz
petra a dalv 'komprenabl'? ne vefe ket gwell ober gant geriou`'vel 'eeun'? komprenus 'vit piv 'ta? ret eo derc'hel soñj eus an dud a implij seurt pajennoù - piv eo a rankfe kompren ur pennad diwar-benn an ausbausprache?
arabat ivez lakaat an doare skrivañ (peurvan, ha.a) er memes sac'h gant al live/doare yezh (poblek, h.a.)
- Lavaret a ran diouzhtu n'on ket a-enep un nebeud gerioù alamanek pe estren. Gwelloc'h e din avat ober gant geriennoù brezhonek sklaer pa vez tu. Evit a sell ausbausprache ez eo diaes a-walc'h kavout ur ger kevatal. An droidigezh kinniget er pennad, "yezh savet", ne glot ket tamm ebet avat gant an diplegadennoù na gant ster ar ger ausbau. Ausbau a dalvez peuraozadenn, astennadenn, diorroadur, diwar ar verb "ausbauen (e tisavouriezh) echuiñ, peursevel, peurechuiñ, peuraozañ (ha dre astenn) diorren. Hervez an displegadennoù e hañval ganin ez eus kaoz eus yezhoù, dezho ur stumm ofisiel diorroet en ur stad a c'hall bezañ disheñvel diouzh ur stumm all, en ur stad all, daoust dezho da vezañ ar memes yezhoù gant un nebeud disheñvelderioù. Kentoc'h evit komz eus yezhoù savet, ar pezh zo forc'hellek pa soñjer er yezhoù krouet penn-da-benn evel an esperanteg pe yezhoù all, e rafen kentoc'h gant ur ger all. Kinnig a rafen a-walc'h "yezh diorroet" pe "y.aozet" --Kadwalan 25 Ebr 2007 da 11:08 (UTC)