Kaozeal:Yaou (planedenn)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar stumm "Yaou" a gaver e brezhoneg abaoe 1732, hag ar stumm-se a gaver implijet dre-holl. War ar marc'had eo titl ar pennad. Ouzhpenn-se n'eus abeg ebet da derriñ al liammoù a zo e-barzh ar Wiki brezhoneg. Iskomandant Marc'heg 28 Kzu 2005 da 20:04 (UTC)[respont]

D'am soñj e talvez ar boan ober an diferañs etre anvioù deizioù ar sizhun hag anvioù ar planedennoù. E labourioù an ti-embann Ledan evit vulgarizañ ar skiantoù e vije implijet an anvioù latin en o stumm orin evit envel ar planedennoù evel e kalz yezhoù all. Pozioù un dañs plinn gant ar vreudeur Morvan a zibun ivez "...Apollon,Merkurius, Venus ha Jupiter, ... Ar stumm "Yaou" zo kalz koshoc'h evit ma skrivez : dont a ra eus amzerioù kozh ar yezhoù predenek diwar stumm jenitiv anv an doue roman "Jupiter" evit envel deiz ar sizhun. --Yann Ber Montreer 29 Kzu 2005 da 10:38 (UTC)[respont]

  • Jupiter ha Jovis ‘zo daou anv disheñvel en orin. An eil stumm en deus roet “Jove” e saozneg.
  • Kembreiz a ra gant ar memes anvioù evit an deizioù hag ar planedennoù (Mercher, Gwener, Mawrth, Iau, Sadwrn) ha n’int ket sotoc’h evidomp.
  • Ma vije ret heuliañ pozioù ar vreudeur Morvan e vije ret lakaat “Merkurius” ha n’eo ket “Merkur”.
  • Ha, dreist-holl : aet oc’h da adlakaat o tibaboù yezh. A zo mat a-walc’h. Met perak mont da adlakaat ar fazioù yezh bet difaziet ha mont da derriñ al liammoù bet savet ? Biken n’aio ar Wiki brezhonek war-raok en doare-se. Iskomandant Marc'heg 29 Kzu 2005 da 17:26 (UTC)[respont]
    • A-du gant ar stumm Yaou. Anavezet eo gant an holl hag en implij emañ. Peseurt splet o klask distroadañ gerioù ken anavezet ? Perak ma doue kaout c'hoant lakaat kemm etre deizioù ar sizhun ha re ar planedennoù ? Peogwir e vez graet e yezhoù zo ? N'eo ket se a viro ouzhin a gousket, sur rak, dres, ma'z eus eus ar brezhoneg eo peogwir eo disheñvel eus ar yezhoù all --Fulup 29 Kzu 2005 da 17:54 (UTC)[respont]
    • Lu eo klask distroadañ stummoù brezhonek anavezet mat evel "Yaou", "Meurzh", "Gwener", ha klask lakaat en o lec'h anvioù tennet eus ur "brezhoneg skiantel" zo dianav d'an holl nemet d'o ijinourien... Diskar labour hon diaraogourien n'eo ken. --Llydawr 3 Gen 2006 da 21:46 (UTC)[respont]

Labour kumuniezhel : brezhonekaat[kemmañ ar vammenn]

Da betra digalzañ amzer oc'h ober labour kumuniezhel, i.e. brezhonekaat ar pennad-mañ ?
Embannet al labour (brezhoneg + skeudenn + pajennadiñ) d'an 29 Her / 21:05, distroet d'e stumm kent da 23:16 — hep ar giton "brezhonekaat" avat.
N'eo ket souezh ez eus brud fall gant ar Wiki-mañ. Kenavo hep distro.

??? Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Her 2013 da 17:25 (UTC)[respont]
E brezhoneg e oa daoust d'ar giton-se.

N'ouzon ket petra a vez graet er skolioù, met brav e vije ober gant ar c'heriaoueg : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Yaou_(planedenn)&diff=1534791&oldid=1534780. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Her 2013 da 07:56 (UTC)[respont]

Adlakaet em eus an doare reizhet gant un implijer(ez) dizanv, goude bezañ gwiriet ar c'heriaoueg gant geriadur Martial Ménard.
Anklinadur, e gwirionez ! N'eo ket ar brezhoneg am eus desket er Skol-veur, nag an hini a fell din lakaat e genoù ma bugale pa 'm bo. Kendalc'het "Bodad ar geriaouiñ" evel-se ha war-du ar Wiki gallek e troio ar studierien da vat. Sad Edgar (kaozeal) 4 Du 2013 da 15:51 (UTC)[respont]