Kaozeal:Ya d'ar brezhoneg
Neuz
Souezhet on o lenn an anv-mañ: Nevez-Amzer ar C’hastell-Nevez . Un anv hunvreet eo. Le Printemps de Chateauneuf eo an anv ofisiel, ha din da c'houzout, n'eo ket bet troet e brezhoneg gwech ebet. An dra-se zo un tammig evel Le Musée de Bretagne e Roazhon, hag en dije sinet ar garta ivez (diouzh klevet, rak n'on ket bet o welet) hag a chom unyezhek gallek. Bianchi-Bihan 20 Mae 2010 da 16:56 (UTC)
- War o lec'hienn avat e vez graet gant ar stumm-se evit an testennoù e brezhoneg. Ha fonnus e vez en implij. --Y-M D (kaozeal) 20 Mae 2010 da 17:01 (UTC)
- Neuze e oan faziet. Evel pinijenn e tebrin un tog dardoup da goan. Brezhoneg brav zo en o lec'hienn: Gouel popl laouenek, n’ espern Nevez Amzer ar C’hastell Nevez striv ebet evit reiñ plijadur d’ an holl ha lakaat an diavaezoù da vevañ. A-hend-all eo nevezamzer eo doare ofisiel ar ger e wikipedia. Bianchi-Bihan 20 Mae 2010 da 17:10 (UTC)