Kaozeal:Wikipedia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Diwar-benn "reizh" ar ger Wikipedia[kemmañ ar vammenn]

Kavout a ra din eo aet un tammig re vuan ar merour o lakaat petra oa reolenn nevez Wikipedia war ar poent-se. Ne'm eus ket gwelet kement-se en diviz, nemet marteze un dreuzkomprenadenn eus un dreuzdisplegadenn graet war-lerc'h unan eus ma evezhiadennoù (ma tiskouezen e oa bet graet hepken gant Wikipedia gourel betek ar 1añ a viz Gouere 2010); An amprestoù war-eeun diwar yezhoù alla vez gourel e brezhoneg koulz bewech ("pizza" zo gourel e brezhoneg, "propaganda" ivez, etc, gwelet Geriadur an Here).--Trec'hlid mitonet 8 Gou 2010 da 10:09 (UTC)

Gwregel eo pizza el levr "Ar 100 ger kentañ e brezhoneg" (Skol an emsav) a vez implijet stank er skolioù brezhonek. --Ex-Smith 8 Gou 2010 da 10:20 (UTC)
N'on ket sur e oa ken anat-se e oa Wikipedia gourel betek ar 1añ a viz Gouere 2010, met sur on ne oa displegadenn ebet, pezh n'eo ket fall da gaout en un holloueziadur.
Gwir eo ivez a-hend-all e vez prim tud zo da lakaat o c'hoant da reolenn: Hastañ goustad ne rafe ket a zroug.
A-hend-all, gwir eo, e kavan gwell lakaat gourel ar gerioù amprestet dre vras: ar c'hokakola, ar pizza. Ha sed un arguzenn a-benn ar fin, ha ne oa ket bet dispaket a-raok. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 12:04 (UTC)
Gourel eo ar cy:wicipedia kembraek abalamour ma'z eo ur "cy:gwyddoniadur (holloueziadur), ger gourel. Ne vije ket fall ma c'hallje talvezout evit ar brezhoneg: met da neuze e vije gwregel an holl stêrioù ... Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 12:13 (UTC)

Respont war an danvez ha ket war ar dagadenn[kemmañ ar vammenn]

Opala, war a seblant em eus lennet re vuan an eskemm. Kredet 'm boa e oas a-du gant kinnig Bianchi, ha dre-se ne welen enebiezh ebet a-berzh den. Hag evit ma yafe an traoù war-raok em eus klokaet ar pennad-mañ. Met ma n'eo ket a-du an holl avat e vo mat kenderc'hel da gomz. A galon, ha digarez evit ar c'hemmesk. --Y-M D (kaozeal) 8 Gou 2010 da 13:07 (UTC)

Jener[kemmañ ar vammenn]

Kendrec'het on gant an arguzennoù a-du gant ar jener gourel. Souezhus eo ne vije ket bet kaoz eus se er bloavezhioù tremen. Kinnig a ran ar c'hemm-mañ: [[1]]. Ne viro ket a zerc'hel da gaozeal, gant arguzennoù, evel ma tere en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 15:53 (UTC)

Soñjomp ivez e gerioù a-seurt gant "ar Burqa" a zo bet lakaet gourel war-eeun, en un doare naturel, a lavarfen-me hep bezañ nec'het gant ar galleg "la burqa" pe an alamaneg die Burka.--Trec'hlid mitonet 9 Gou 2010 da 09:01 (UTC)
Un arguzenn vat all. Mat e vije sevel ul listenn eus ar gerioù-se. D'am meno e vez gourel ar gerioù amprestet en un doare naturel peurvuiañ ma ne vez ket lakaet un dibenn-ger gwregel : ur bank, met ur valizenn. Bianchi-Bihan 9 Gou 2010 da 13:56 (UTC)
Ya, evel-just. Gallout a rafed lavaret ivez amprest kriz pa ne vez degaset dibenn ebet na cheñchamant all ebet (lakaomp "polka, ar polka"). Pa vez lakaet un dibenn "-enn" pe "-iezh" e cheñch an traoù, anat eo. Gwelet da skouer: "klinik" / "ar c'hlinik" (gourel), pe "ar glinikenn" (gwregel).--Trec'hlid mitonet 12 Gou 2010 da 08:22 (UTC)