Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Vandaled

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Souezhet on un tamm gant ar ger "treuztiriadeg". Kentañ gwelet. Pelec'h eo bet implijet a-raok?

Gourenadeg zo diwar ar verb gouren. Petra eo ar verb tiriañ? E peseurt geriadur e vo kavet? Bianchi-Bihan 20 Ebr 2006 da 22:43 (UTC)[respont]

Treuztiriañ a gaver e geriadur an Armerzh evit "migration". Diwarnañ e vez deveret treuztiriad evit migrant. Hollekoc'h eo, ha resisoc'h, eget divroañ, dreist-holl pa gomzer diwar-benn pobloù an Henamzer na oant ket o tont er-maez eus ur vro bennak evit mont en ur vro amezek gant harzoù graet ha tout evel bremañ. Diozh ma zu em eus implijet an termen-mañ e pennadoù ar c'hantvedoù ivez. --Fulup 21 Ebr 2006 da 19:14 (UTC)[respont]

N'anavezan ket geriadur an armerzh (hini preder?) na meur a hini all. Berr e choman eta. Ne gomprenan ket avat penaos e c'haller bezañ hollekoc'h ha resisoc'h war un dro. Gwir eo , ar broioù gwechall ne oant ket evel bremañ. Ha neuze? Broioù an Henamzer ne oant ket evel bremañ ha broioù a oa koulskoude: en Helvetia pe Hispania, pe Italia Caesar ne oa ket maltouterien, neuze ne oant ket broioù? Ha memes tra a c'haller lavaret diwar-benn ur bern traoù: an hentoù, ar skolioù, ar gwin, ar boued, al loened, an dud, ar yezhoù, ar bagoù... n'eus fin ebet. Ar vugale n'eo ket bugale ez int ken, a lavar tud zo. Petra a glaskomp treiñ? "Migrer"? a dalv mont kuit, dilezel. Exode? Divroadeg, tec'hadeg, tremenadeg, hervez an dro. Les grandes migrations: An divroadegoù bras. Kavout a ra din en em gavomp dirak unan eus ar gerioù diezhomm a dremenen hag a dremenin heptañ.Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 17:01 (UTC)[respont]

Hollekoc'h m'eus lakaet peogwir e kav din eo ledanoc'h sterva treuztiriañ eget hini divroañ rak ar pobloù kantreer n'o doa bro ebet er ster vodern zo gant ar ger-mañ tra ma oa unan dija gant ar pobloù all meneget aze. Dre se ez eo ivez treuztiriañ un termen resisoc'h en degouezh a oa anv anezhañ rak klotañ a ra-rik gant an dalvoudegezh a oa bet c'hoant displegañ. N'eo ket pec'hed, a gav din, klask pinvidikaat ar yezh dre greskin ar c'heriaoueg anezhi. Eus an tu all n'eo ket rediet an den da implijout gerioù na blijont ket dezhañ --Fulup 23 Ebr 2006 da 18:55 (UTC)[respont]

Unan eus palioù wikipedia a c'hallfe (met un ali n'eo ken evel justik) klask ober ur benveg poblek gant ur yezh na re izel na re uhel. Met palioù kontrol da hennezh a c'hall bezañ dibabet.Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 20:44 (UTC)[respont]