Kaozeal:Valakia

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

« Hervez R. Rohlfs[1], eo diwar "Walh" e teufe Galles (evit Wales), pays Gallo ha Gaule e galleg» Diskouezet ez eus bet abaoe pell n'eus ar ger "Gall" (ha "Galloù" eta) netra da welet gant Gaule. Perak mont da ziskoachañ ar "Roñfl"-se na roer daveenn ebet dezhañ zoken?--Trec'hlid mitonet 10 Gen 2012 da 21:06 (UTC)[respont]

Ha sirius eo an daveenn roet? 1. N'eo ket R. Rohlfs met Gehrard Rohlfs; 2. N'en deus ket skrivet al levr-se, met ur «WARTBURG, Walter et BLOCH, Oscar, Dictionnaire étymologique de la langue française, Paris, P.U.F., 1950, 651 p.» a zo evelkent (un daveenn eus un daveenn e vefe neuze?); 3. N'eus bet roet pajenn ebet evit an tamm-se.
Da c'hortoz e tennan an tamm diwar-benn "Pays Gallo". N'eo ket da WP brezhonek da vrudañ traoù direizh.--Trec'hlid mitonet 11 Gen 2012 da 12:37 (UTC)[respont]

N'eo ket da WP brezhonek da vrudañ traoù direizh[kemmañ ar vammenn]

A dra sur. Mar deo traoù direizh e brezhoneg eo ken direizh all e galleg. Ha just a-walc'h n'em eus graet nemet treiñ diwar ar galleg. Ha lennet e vez ar yezh wikipedian-se gant pell muioc'h a dud. Neuze e vije ret redek da reizhañ ar wikipedia gallek ivez. Bianchi-Bihan 11 Gen 2012 da 12:44 (UTC)[respont]

N'eus nemet gwelet danvez Breizh war WP gallek evit gwelet pegen disirius eo dre vras. Dreist da vuhez un den e vefe reizhañ kement tra eno (ha kement a draoù a zo dija amañ war hon hini da reizhañ). Klaskomp ober gwelloc'h egeto ha neket marmouzañ anezho.--Trec'hlid mitonet 11 Gen 2012 da 13:01 (UTC)[respont]
A du ganit. Met pa ziverkez tra pe dra hep reiñ arguzenn ebet, nemet "n'eo ket sirius" n'eo ket trawalc'h. Bianchi-Bihan 11 Gen 2012 da 13:06 (UTC)[respont]