Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Troad (yezhoniezh)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Anv-gwan - Anv-kadarn

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc'h e vefe ganin ober gant an anvioù-kadarn : nominativ, genitiv, dativ, akuzativ,... , kentoc'h eget gant an anvioù-gwan : nominativel, genitivel, dativel, akuzativel,... e titl ar pennadoù. --Yun (kaozeal) 10 C'hwe 2007 da 07:22 (UTC)[respont]

Doareoù all a zo. Un amzer zo bet ma rae tud zo gant tro-envel, tro-c'hervel,... Genitive a vo tro-berc'hennañ..., dative tro-reiñ, accusative ma n'eo ket tro-damall ac'hall bezañ tro-eeun, ... Kergidu 10 C'hwe 2007 da 17:42 (UTC)[respont]

Ya, hag anvioù-kadarn int holl. Ne gav ket din e klot tro-eeun gant an akuztiv avat. Renadenn-eeun a vez graet e brezhoneg eus ar renadennoù ne vezont ket degaset gant araogenn ebet. Klotañ a reont peurvuiañ gant an akuzativ. Met e yezhoù 'zo n'eus araogenn ebet, setu eo eeun an holl droadoù. Ar sañskriteg, da skouer, a ra gant an trede troad (tṛtīya) hep araogenn ebet pa ra ar brezhoneg gant an araogenn gant.
N'anvavezan ket 'met peder zroad o deus anvioù a seurt-se : an dro-c'henel, an dro-damall, an dro-envel hag an dro-reiñ (a re a zo bet meneget ganit). Ma talc'her d'ar patrom-se, petra 'vo graet eus ar re all (meur a zegad anezho a zo) ? --Yun (kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 08:54 (UTC)[respont]
pa'm moa savet ar pennad (pe e droet kentoc'h e oant evidon-me termenoù evel "genitivel" anvioù-gwan, da lâret eo diverradaet diwar "(troad) genitivel" da skouer. Diouzh an tu all em boa divizet ober gant an anvioù latin rak n'eo ket gwall sklaer hag-eñ eo reizh penn-da-benn an troidigezhioù a gaver aliesig e brezhoneg rak tennañ a reont war-eeun da vont-en-dro an troadoù e latin met ket evit yezhoù all, da skouer e gresianeg a-vremañ e talvez ar genitivel da troad perc'hennañ diouzh un tu peurliesañ met implijoù kalz ledanoc'h en deus ivez. N'on ket chalet ra vez troet an anvioù gant ma vo graet en un doare a dalc'h kont eus perzhioù ha mont-en-dro pep troad resis.

--Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:14 (UTC)[respont]

Ali on d'ober gant anvioù kadarn ivez evit envel ar c'hazoù kazus-se +. Implijout a rafen kentoc'h troad evit "kaz" (forc'hellek eo ar ger hag ouzhpenn e kaver kentoc'h troad er geriadurioù. .--Kadwalan 15 Mez 2007 da 13:24 (UTC)[respont]

Mat eo. Gant "troad" eo bet graet dre fras abaoe pellig a-walc'h zo dija. Ha kinnigoù zo evit anv pep hini? O zreiñ pe ober gant stummoù brezhonekaet d.s. "dativel" / "dativ".?--Neal (Kaozeal) 15 Mez 2007 da 13:36 (UTC)[respont]
Ya titl ar pennad eo ouzhpenn... Ali on d'ober gant anvioù kadarn : tro-reiñ pe dativ. Ingal zo. Ne vi ket souezhet marteze pa lavarin e kavan gwell ober gant tro-... pa vez tu d'implijout unan eus ar stummoù-se. Evit a re all, ne vern ; kavout a reer akuzativ ha genitiv e geriadur an Here. Me 'gav din e c'haller ober ar memes tra gant an troadoù all kuit a boanioù.

Skrivet az teus ez out lakaet diaes gant implij anvioù troadoù troet e brezhoneg zo evit yezhoù all. Kalz a vern o implij da'm soñj. Greomp evel e yezhoù all. Displeget e vo goude e-keñver pep yezh ez eo disheñvel implij an troadoù o deus ar memes anv, pa vez ret. N'eo ket dav klask sevel ur reizhiad troadoù evit holl ar yezhoù anavezet memes tra. A galon--Kadwalan 15 Mez 2007 da 14:01 (UTC)[respont]

Troad, hag el liester : treid? Bianchi-Bihan 6 Meu 2009 da 08:48 (UTC)[respont]
Ha perak e vefe liester troad (yezhoniezh) "treid" m'eo bet diorroet diwar "tro". Ha "breid" e vefe liester "broad" neuze? Ha degas a ran da soñj n'eo ket ganin-me m'eo bet kinniget ober gant ar stumm-mañ. Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 11:30 (UTC)[respont]