Kaozeal:Tren Tizh-ha-Tizh
Neuz
Salud. Hervez TermOfis e vez termenet "TGV" dre "Tren Tizh Bras" e brezhoneg. Kroget am eus ur pennad Tren tizh bras . Hogen, gwelloc'h e vefe deomp lakaat da kenglotaad ar pennadoù hag o titloù ? Gortoz a ran hoc'h evezioù.--Emmanuel Raoult 25 Du 2010 da 00:59 (UTC)
- An Tren a Dizh Bras zo ivez. Gant an Tren A Dizh e c'haller ober TAD. n'eus forzh penaos Tren Tizh-ha-Tizh zo gwelloc'h eget an "Tren Tizh Bras": ne vez ket lavaret ar paotr blev hir, ar plac'h daoulagad brav. Bianchi-Bihan 25 Du 2010 da 05:02 (UTC)
- Evel-just eo reizh-kaer Tren tizh bras e brezhoneg, evel m'eo reizh-kaer gwetur peder rod, paotr penn skañv, kaouenn penn tev ha skouerioù a-leizh a vo kavet a-seurt-se e-barzh ichtyonymie bretonne da skouer: gouelan penn du, houad penn ruz, pesk dantoù bras, chevr penn plat... Emañ an droienn Tren tizh bras (TTB) er yezh abaoe ouzhpenn ugent vloaz a gav din, ha kavet e vez e-barzh meur a embannadenn, ar pezh n'eo ket evit tren tizh-ha-tizh. Da gendeuziñ eta gant an titl "Tren Tizh Bras".--Trec'hlid mitonet 25 Du 2010 da 09:24 (UTC)
- Evit "ur paotr penn skañv" n'eo ket re souezhus, pa'z eo ur paotr a zo penn skañv, met ur paotr blev hir a vije souezhusoc'h rak n'eo ket blev hir. Evel-se e welan an traoù, met prest on da leuskel neb a gar da c'hoari evel a garo gant trenioù pe laboused . Bianchi-Bihan 25 Du 2010 da 13:00 (UTC)
- Salud deoc'h. Ma 'z eo implijet muioc'h TTB hag implijet henez gant Ofis ar brezhoneg e seblant din e vefe gwelloc'h lakaat an titl-mañ d'ar bajenn wikipedia. Koulskoude ez on plijet muioc'h gant Tizh-ha-tizh : ur pennadig e talbenn ar bajenn Tren_tizh_bras a zispleg berr-ha-berr an diviz-mañ, hag a ginnig implij an daou doare lavar keit ma vo implijet an doare ofisiel evit renkañ pajennoù wikipedia. Daoust-hag e vefer a-du gant ar stumm-mañ ?--Emmanuel Raoult 25 Du 2010 da 17:37 (UTC)
- Evit "ur paotr penn skañv" n'eo ket re souezhus, pa'z eo ur paotr a zo penn skañv, met ur paotr blev hir a vije souezhusoc'h rak n'eo ket blev hir. Evel-se e welan an traoù, met prest on da leuskel neb a gar da c'hoari evel a garo gant trenioù pe laboused . Bianchi-Bihan 25 Du 2010 da 13:00 (UTC)
- Evel-just eo reizh-kaer Tren tizh bras e brezhoneg, evel m'eo reizh-kaer gwetur peder rod, paotr penn skañv, kaouenn penn tev ha skouerioù a-leizh a vo kavet a-seurt-se e-barzh ichtyonymie bretonne da skouer: gouelan penn du, houad penn ruz, pesk dantoù bras, chevr penn plat... Emañ an droienn Tren tizh bras (TTB) er yezh abaoe ouzhpenn ugent vloaz a gav din, ha kavet e vez e-barzh meur a embannadenn, ar pezh n'eo ket evit tren tizh-ha-tizh. Da gendeuziñ eta gant an titl "Tren Tizh Bras".--Trec'hlid mitonet 25 Du 2010 da 09:24 (UTC)
Gwelloc'h e vefe reiñ pep a blas d'an div droienn-se, "trenioù herrek" all a zo, hag un droienn tog e c'hallfe bezañ "trenioù tizh-ha-tizh" hag a glotfe gant ar saozneg "high speed trains" [1]. TTB a vo TGV (p'eo diazezet mat) ha TTT an holl re a-seurt gantañ.--Trec'hlid mitonet 25 Du 2010 da 20:01 (UTC)
- An diskoulm-mañ a zo mat evidon, daoust ma n'eo ket sklaer c'hoazh ar reizhskrivañ evit an eil termen. Skrivomp un talbenn evit an 2 pennad hag a zipleg an diforc'h-se hag a adkas d'ar pennad all ma oa o klask an implijer ar pennad all. E giz-se e reomp neuze ?--Emmanuel Raoult 26 Du 2010 da 09:35 (UTC)