Kaozeal:Tonkin
Perak an Tonkin, ha neket ar Vreizh?Bianchi-Bihan 22 Ebr 2006 da 07:52 (UTC)
- Ya, etre an daou on bet ha ne ouien ket re petra zibab amañ. N'eo ket aes gouzout a-wechoù gant anvioù zo, perak Ar Mor-Bihan, Ar Yeuc'h, Ar Faou... ? Mat eo din e vefe cheñchet met mat e vefe kaout ali tud all ivez. Ma vez cheñchet e vo ret cheñch titl pennad pleg-mor (an) tonkin ivez (n'eo ket chalus). --Fulup 22 Ebr 2006 da 19:38 (UTC)
Klaskomp gwelet:
- pe n'eus reolenn ebet, hag e c'haller lakaat ar ger-mell pe chom hep lakaat evel a garer,
- pe e klasker dibab an eil PE egile.
Ma klasker dibab an eil pe egile
- pe e tibaber ur reolenn eeun hag aes: lakaat ar ger mell atav (ar Vreizh, an Tonkin) pe ger-mell ebet gwech ebet, Breizh Tonkin, evel ma reer e yezhoù all, (war-bouez un anv bennak e-maez reolenn evit abegoù resis: el Salvador, ar Stadoù-Unanet), ha sed a veze erbedet gant Kervella, ha sed a vefe a vefe aesoc'h d'am soñj;
- pe e tibaber sevel div listennad, darn gant ar ger-mell ha darn hep ar ger-mell, ha pedet e vo al lennerien da blegañ d'an dibaboù-se : gant piv e vo graet graet al listennoù? un den e -unan? en anv piv?
Un dra zo sur: ne blegin ket da n'eus forzh pe zibaboù ha ne laoskin ket n'eus forzh piv da zibab n'eus forzh petra em lec'h. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 16:11 (UTC)
- betek-hen hini ebet ez eus bet rediet da blegañ ouzh dibaboù bet graet gant ar gumuniezh d'am soñj, nemet e tennfent dar bolitikerezh voutin. pep hini a c'hell ober diouzh e c'hoant nemet ma savfe a-enep da reolennoù boutin mont-en-dro ar wiki (potikerezhioù diazez) ha neuze e vefe lakaet da vanadalerezh sur-mat.--Neal 23 Ebr 2006 da 16:56 (UTC)
- Vandalerezh (vandaloni zo fentusoc'h) n'eo ket drailhañ pennadoù ar re all hepken?
- Ya, anavezout mat a ran ar reolenn. Sklaer-tre eo pa vez brezhonekaet an anvioù en ur lakat un -a dibenn met amañ n'eus ket tu. Ar pezh zo, amañ eo an hevelep stumm hag e galleg ha deuet eo an anv-mañ deomp dre ar galleg. Chalet on gant un draig memes tra (hep abeg marteze). Pa vez un anv bro (= bro ur bobl bennak) eo sklaer n'eus ger-mell ebet. Pa vez graet anv eus tachennoù douaroniel dre vras, hep bevennoù strizh dezho alies, hag hep tamm dave ebet d'ur bobl e kav din emañ ar yezh en etremar a-wechoù. Setu perak ne rae ket drol din an Tonkin ha kavout a ran souezhus anv ar rummad Istor Maghrib zo bet savet (lakaet em eus un evezhiadenn), pa'z on techet-me da ober gant istor ar Maghrib (e gaou marteze). Evidon-me ez eo an Tonkin, ar Maghrib e brezhoneg un tamm evel ma vez lavaret an Uheldirioù pa gomzer eus Skos. Da lavaret eo eo muioc'h un termen douaroniel eget ul lec'hanv-rik. Met marteze n'eus nemedon a sant an traoù evel-se ha setu perak em boa c'hoant da gaout ali tud all. --Fulup 23 Ebr 2006 da 18:41 (UTC)
- D'am soñj eo ret gwelout ivez penaos e vez graet e saozneg pe yezhoù all: evit Maghreb e c'hallfed lakaat ar ger-mell evel en arabeg (ma ne fazian ket) ha peogwir eo un anv-boutin a orin. Pe chom hep ober peogwir ez eus ur reolenn sklaer e brezhoneg. Met ma tibaber ur reolenn eo gwell lakaat ar muiañ a anvioù ar gwellañ da heuliañ ar reolenn eget lezel anezho e-maez ar reolenn. Tonkin, Viet-nam, Laos, eta. Evel e saozneg hag e spagnoleg a gredan.Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 20:13 (UTC)
evit ur wezh e rankan lâret e savfen kentoc'h a-du ganez war ar poent-mañ, da lâret eo war ar fed m'emañ dav ober en un doare poelloc'hik war-dro stumm hag implij yezhadurel an anvioù-bro dreist-holl (hag ivez an anvioù-lec'h all evel-just). n'on ket gwall sur avat e vefe frouezhus keñveriañ atav gant yezhoù all, dreist-holl yezhoù eus skourroù-yezh disheñvel evel ar saozneg pe ar spagnoleg. ouzhpenn-se, sur out e klot mont.-en-dro ar saongeg gant hini ar brezhoneg er c'heñver-mañ - Ar Gambia 'vez lâret e brezhoneg evel ma lârer e saozneg The Gambia (hag ivez hep ger-mell a-wechoù). sklaer a-walc'h eo ar reolennoù evit implij ar ger-mell gant an anvioù divoutin e brezhoneg d'am soñj hep rankout mont da glask e lec'h all - hep mont pelloc'h, dre geñveriañ gant ar yezh kar ar c'hembraeg, da skwer, e rankfer ober gant ar ger-melll e brezhoneg gant Arc'hantina (ha ne vefe ket reizh d'am soñj) o vezañ ma reer gant Yr Arianin e kembraeg. --Neal 24 Ebr 2006 da 06:25 (UTC)
- E kembraeg ez eus un toullad anvioù broioù a lakaer ar ger-mell dirazo dre ret. Se zo evel pa vije un dek anv evel-se e brezhoneg, ha goude ger-mell ebet dirak ar re all. Ne vefe ket fall heuliañ ur skwer ken aes.
- ha perak e vefe ret heuliañ skwer ar c'hembraeg er c'heñver-se? ha ret vefe lâret "ar Suis" (diouzh ar vorfologiezg eo ret ar ger-mell e kembraeg met n'eo ket e brezhoneg rak n'eo ket ur ger kvrennek evel e kembraeg Y Swistir). ha perak e rankfer lâret "An Arc'hantina" e brezhoneg nemet peogwir e vez lâret "Yr Arianin" e kembraeg? N'eo ket peogwir int yezhoù kar eo e rank klotaat pep tra (ne glot ket, da skwer, ar spagnoleg hag ar portugaleg er c'heñver-mañ).--Neal 26 Ebr 2006 da 07:32 (UTC)
- "Ar Gambia" a vez laret e brezhoneg? Me garfe gout gant piv, lakaomp e vije lavaret gant tud zo.
- ma digarez, ankounac'haet em boa lakaat ar pik goulennata (met d'am soñj e oa sklaer a-walc'h diouzh peurrest ar gerig ster ar frazennig-se), setu:
- "ouzhpenn-se, sur out e klot mont-en-dro ar saozgeg gant hini ar brezhoneg er c'heñver-mañ? - Ar Gambia 'vez lâret e brezhoneg evel ma lârer e saozneg The Gambia (hag ivez hep ger-mell a-wechoù)?"
- Mar deo anavezet ar vro-hont gant Yann Saoz dre ma'z eo bet trevadenn saoz, n'eo ket gwall anavezet en hon nav eskopti kozh. Ma: prest e vefen da douiñ e vez laret "The" Gambia (ur vro nevez a-walc'h) abalamour d'ar stêr a zo er vro-hont, krouet gant an drevadennerien, ha ne vez ket lavaret "the" Ghana (anv ur vro gozh) peogwir n'eus stêr ebet dindan an anv-se.
- n'on ket gwall sur emañ ar gwir ganez war ar poent-mañ m'enfin n'int ket da lâret ar c'hontro peogwir n'en deus netra da welet gant ar fed ma vez implijet pe get ar ger-mll gant an anv bro-mañ'n-vro e brzhoeng (ur skwer n'eo oa ken evit diswel ec'h eo disheñvel seurt implijoù e saozneg hag e brezhoneg daoust ma ma c'hellfer krediñ ar c'hontrol).--Neal 26 Ebr 2006 da 07:32 (UTC)
- E brezhoneg n'eus nemet ober hep ger-mell bep tro. Peogwir eo aesoc'h heuliañ ur reolenn eeun eget red ur stêr gammigellek. Bianchi-Bihan 26 Ebr 2006 da 06:37 (UTC)
- hag ur c'hinnig sirius eo pe o'h ober goap adarre (diaezet eo goûr ganez)? ale, skarzhomp ivez ar c'hemmadurioù hag ar rannigoù-verb - kalz aezetoc'h e vefe ivez.... --Neal 26 Ebr 2006 da 07:32 (UTC)
Ma tibaber ur reolenn eo gwell lakaat ar muiañ a anvioù ar gwellañ da heuliañ ar reolenn eget lezel anezho e-maez ar reolenn. Lakaat ar ger-mell an nebeutañ ar gwellañ. Evit The Gambia (ne gomzan ket eus the Gold Coast pe the USA, anvioù divoutin kemeret evel anvioù broioù) ne gredan ket e kavi e-leizh a anvioù broioù savet diwar anvioù-stêrioù eveltañ.Bianchi-Bihan 26 Ebr 2006 da 20:57 (UTC)