Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Thomas Culpeper

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Rouanez kenseurt

[kemmañ ar vammenn]

« N'eus kaoz ebet eus "rouanez kenseurt" el levr emaon o lenn nag er wikioù all. Rouanez , netra ken. » emezañ... Ur sell gall war gurunenn Bro-Saoz eo. Gallek moarvat eo al levr, mard emañ o lenn unan evit gwir.

Ur rouanez kenseurt e oa Catherine Howard, evel-just, pa ne rene ket war ar rouantelezh ; Elizabeth II a oa rouanez Bro-Saoz, he gwaz a oa kenseurt.

Diwir eo « n'eus kaoz ebet eus "rouanez kenseurt" [...] er wikioù all » : lennit 'ta List of English royal consorts, eno e kavot anvioù Anne Boleyn, Jane Seymour, Anne of Cleves ha Catherine Howard, evel m'eo dleet.

...No comment. — 2A01:CB08:8919:A500:147E:2F91:C0EC:E896 28 Meu 2023 da 19:12 (UTC)[respont]

Rouanezed Bro-C'hall ivez ne renent ket ... hep an titl a gonsortez, din da c'houzout. Hag an impalaerez maria terezia ne rene ket he fried. Met gwir eo n'em eus ket lennet levr ebet biskoazh. Beurleudiskobol (kaozeal) 28 Meu 2023 da 19:25 (UTC)[respont]
Dizonestiz eo ar pezh a skrivez : eus kurunenn Bro-Saoz ez eus anv amañ, evel a zo meneget uheloc'h, gant un dave (mard ez pije e lennet ez pije desket e oa Mary I ha Mary II rouanezed ivez, pa renent a-live gant o gwazed).
Ha feiz fall eo ivez, pa ne'm eus ket lavaret ne'c'h eus ket biskoazh lennet levr ebet. 2A01:CB08:8919:A500:147E:2F91:C0EC:E896 28 Meu 2023 da 19:52 (UTC)[respont]
Koll amzer, evel boaz, klask kaozeal ganit. Onestiz ha feiz vat zo dianav dit. Beurleudiskobol (kaozeal) 29 Meu 2023 da 05:42 (UTC)[respont]