Kaozeal:Teorienn ar reizh
Jener ha reizh
[kemmañ ar vammenn]me n'on kret gwall blijet dre vras gant an termen "reizh" evit ober eus ar pezh a vez anvet "gender" e saozneg. hervez ar studioù war an dachenn-mañ e ranker ober un diforc'h etre sexe diouzh un tu ha genre diouzh an tu all. marteze e vije mat ober un diforc'h evel-hen (ur c'hinnig n'eo ken):
Kinnig
[kemmañ ar vammenn]- "jener": saozneg gender (yezhadur pe kevredigezh)
- "reizh": sexe (biologel)
- "jener biologel" pe "jener naturel" pe c'hoazh "jener hervez ar reizh"/"jener reizhel": natural gender, sexual gender or biological gender (evit ar yezhoniezh, d.s. yezhoù evel ar saozneg)
Termenoù all
[kemmañ ar vammenn]Kudennoù all a ranker o diskoulmañ hep mont pelloc'h: penaos ober eus:
- "sexuality"
- "sexual orientation"
- "queer"; "queer studies"
- "bisexual"
- "bicurious"
- "lesbian"
- "LGBT" (=lesbian gay bisexual and transexual)
Neal 18 Meu 2006 da 07:38 (UTC)
Goût mat a raen em boa bet komzet diwar-benn ar gudenn-mañ en a-raok. setu ar pezh a oa bet tabutet dija er pennad Revelezh denel:
gwelloc'h d'am soñj ober gant ar gerioù seks, sekselezh hepken : ar re ar muiañ implijet eus a-bell hag er skolioù : Diwan, div yezh publik ha katolik
n'eo ket ar memstra na tamm ebet revelezh (sexual orientation/sexual identity) ha seks (saoz. 'sex' bevoniel) jener (saoz. 'gender' - kevredel) ha sexelezh (saoz. 'sexuality'). ha ma vez gret gant seurt gerioù gant ar skol-mañ'r-skol pe c'hoazh gant an holl ne ra forzh - faoz e ha setu tout, dres ma vefe faos implij 'nègre' e galleg war digarez ec'h eo ar ger anavetañ gant an dud. diwallit ivez gant ar pezh 'vez lâret gant ar skolioù katolik evelatav! :-)) kit da deurel ur sell war ar pajennoù wikipedia e saozneg (n'oûn ket penaos emañ ar pezh bet fardet e yezhoù all...) Neal 07:48, 16 May 2005 (UTC)
Deus pé-lèh e teu ar gér revelezh ?, n'em eus kéd kâet anehoñ bar geriadur Favereau, petra signifi "rev" ?Lip-Chopin 21:44, 29 Jun 2005 (UTC)
Graet em eus gant revelezh dre skouer geriadur An Here (2001) ha koulskoude e ouzon mat e vez kinniget sekselezh e geriaoueg Diwan (3de emb. 1995). Perak em eus dibabet ar vammenn gentañ? Peogwir e kavan aesoc'h an deveradurioù : rev, revel, revelezh, heñvelrevelezh, heñvelreviad(ez).
Ne gavan ket mat ober gant reizh (implijet gant Bremañ diwar ma soñj) hag a zo glg. genre pe saoz. gender.
Marteze eo ar gwir gant Neal , met, pa lennan ar geriadur n'on ket evit ober an diforc'h etre sekselezh ha revelezh.
Evit respont da Lip-Chopin , setu termenadur GAH2001 : rev : I.1 Hollad ar pezhioù diforc'h a laka kemm etre ar par hag ar barez hag a zo stag ouzh o karg disheñvel er gouennañ. I.2 Stagenn : A denn d'an anien revel, d'ar c'hoant revel. II. Pep hini eus an daou rummad pep a rev disheñvel ganto. An div rev : ar baotred hag ar merc'hed. Ar rev all (?). Heñvelstumm : reizh.
Ch. Rogel 22:56, 29 Jun 2005 (UTC)
Ne deuv ket rev eus rhyw e kembraeg? Traoù "rhywiol" a zo ha n'int ket displijus. Gerioù kembraek pe saoznek ne ran forzh. Nebeutoc'h e plij din fallimplij tabut ha zo kement ha quarrell en saoznaj.Bianchi-Bihan 18 Meu 2006 da 18:04 (UTC)
geo, hag ec'h int. met ne diskoulm netra pegwir ec'h eo ret evit kaozeal diwar-benn ar queer studies ober un diforc'h terminologel splann etre sexe (biologel) ha gender (kevdredel) hag ivez sexuality ha sexual orientation. nòûn ket hag-eñ eo sklaer ar rag hag ar perag eus an diforc'h-se evit an holl. e kembreag e talvez ar ger rhyw evit an daou dra [1]:
"rhyw: 2. sex n.f. (rhywiau); 4. gender n.f. (rhywiau)"
ret eo bezañ splann e brezhoneg dre implijout en un doare aketus hag eeun ar gerioù reizh, jener ha rev pa vez ezhomm.
hag abalamour da betra eo e vefent displujus 'ta? piv en deus komzet diwar-benn ar blijadur?
peseurt diforc'z zo 'vidit etre quarrel hag argument? ez-resis n'eo ket kaozeal eo a vez graet amañ ivez met skrivañ kea? ha peseurt diforc'h zo etre saozneg ha saoznaj?--Neal 18 Meu 2006 da 18:29 (UTC)
sklaeaat an traoù
[kemmañ ar vammenn](diwar ar gaozadenn e saozneg ac'h a da heul ar pennad queer) [2]
"What about people who prefer solitary masturbation to sex with a partner? Since I read that there are people who are asexual, I think it is very possible that there might be people who prefer solitary masturbation to sex with a partner. If so, they might also be under the unifying sociopolitical umbrella term "queer" which is used for people who are gay, lesbian, bisexual, and also for those who are transgender, transsexual, and/or intersexual. It can also include asexual people, as well as heterosexuals whose sexual preferences or activities place them outside the mainstream (e.g. BDSM practitioners, or polyamorists)." Neal 18 Meu 2006 da 18:37 (UTC)
Kinnig all
[kemmañ ar vammenn]diwar ar saozneg e c'hellfer ober gant liesreizhoniezh pe studioù al liesreizherezh' e brezhoneg rak e meur a skol-veur e vez implijet an termen "sexual diversity studies" e lec'h "queer studies" ha neuze lakaat "liesreizh-" da wrizienn evit sevel termennoù nevez pa vezer ezhomm kevatal da "queer"- petra a soñjit-hu 'ta?--Neal 18 Meu 2006 da 18:42 (UTC)