Kaozeal:Takad an Euro
Pennad da ziverkañ. N'eo ket hemañ ur pennad holloueziadurel. Evit lakaat ar gaoz war krafoù termenadurezh emañ ar pajennoù kaozeal hag ar pajennoù kendivizout reolennoù : Wikipedia:Kumuniezh/Kendivizoù reolata. --Fulup 2 Ebr 2006 da 14:12 (UTC)
Setu ar pezh a oa da lenn war ar bejenn-mañ: Un takad a zo re vihan din evit talvout kement ha "zone euro". Komzet e vez eus un takad tier (bloc, pâté de maisons). Kinnig a ran ober gant broioù an euro, aes da gompren ha difazi. N'eo ket ret plegañ d'ar gerioù dibabet gant ar galleg. Amañ "zone" (e lec'h all "niveau": evel e-barzh "au niveau européen" ha na pet all).
Mar karer e c'haller ober ivez gant eurova (evel brezhonegva). D'am soñj e vije ret, a-raok dibab da vat, gouzout penaos e ra an arbennigourien, ma'z eus darn o c'hoari gant ar brezhoneg. A-hend-all ne vo dibab nemet un afer a c'halloud, ha n'eo ket a skiant. Nag a skiant-vat. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 08:22 (UTC)