Kaozeal:Stad dieub Orañjez
Neuz
Fazius eo an anv Orañjez amañ, anat. Greomp ar gont:
- amañ kaoz eus Orañjez, a zo un anv frouezh ha gwez e brezhoneg -
- ha n'eo ket bet anv-lec'h nag anv-tiegezh biskoazh - met implijet amañ evit ar wech kentañ da envel ur stad anavezet: https://br.wikipedia.org/wiki/Orange;
- honnezh zo ur stad suafrikan, a zo
- Orange en galleg ha saozneg ;
- Oranje en izelvroeg;
- Oranien en alamaneg
- deuet HOLL eus kêr Aurenja en okitaneg, a zo Orange e galleg, hag a oa kêr-benn Priñselezh Orange , oc:Principat d'Aurenja en okitaneg (evel e spagnoleg, katalaneg) ...
- ac'hano an anv-tiegezh Orange, pe Orange-Nassau, pe Oranje-Nassau en izelvroeg.
- a c'hallfe bezañ Orañj e brezhoneg, pa lavarer un aval Orañj. Ha pa gaver orañjour e Geriadur Al Liamm (2014), pajenn 604, da envel tud ur gostezenn bolitikel a-du gant an tiegezh Orange, pe Orange-Nassau, abalamour d'ar roue saoz William III, alias William of Orange, Willem Hendrik van Oranje.
Pell emaomp eus an orañjez, plusk hag all, a zo de:Orange (Frucht) en alamaneg, fr:orange e galleg ha saozneg...
Marteze e c'hallomp bezañ ken fin hag an alamanegerien, katalanegerien, spagnolegerien, okitanegerien, izelvroegerien a oar ober ar c'hemm etre ar frouezh hag an tiegezh gant gerioù disheñvel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 19:43 (UTC)