Mont d’an endalc’had

Kaozeal:St. James Parish (Louiziana)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Deus pelec'h e teu LouiSiana ? Skrivet e vez LouiZiana e brezhoneg, din da c'houzout bepred, evel ma vez distaget. N'eus nermet e galleg e c'haller kaout ar son Z etre div vogalenn. Ha St ? Ur berradur saoznek eo. Parish zo ur ger saoznek ivez, parrez e brezhoneg... Perak ur titl e saozneg neuze ? Din-me eo ret kaout titloù pennad-skrid e brezhoneg ar muiañ posubl, dreist-holl pa eo un anv-lec'h bepred. Pa eo titl un oberenn pe un anv-tud... a bep seurt zo. --Arko (kaozeal) 17 C'hwe 2021 da 10:31 (UTC)[respont]

Eus ma geriadur : Geriadur Hemon-Huon, Al Liamm, 1993. Mat eo din kemmañ, hervez ali ar genlabourerien all. D'am meno e tlefe an anvioù saoznek bezañ skrivet evel e saoznek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 C'hwe 2021 da 10:41 (UTC)[respont]
Diwar-benn St James : un doare saoznek da skrivañ un anv-lec'h eo, e galleg e vez skrivet Saint-James. Evel Monsieur e galleg : M. eo ar berradur, ha n'eo ket Mr, hag a dalv Mister. E brezhoneg Sant-James neuze ? --Arko (kaozeal) 17 C'hwe 2021 da 11:03 (UTC)[respont]
St. James eo an anv ofisiel, ha n'eus ket da dreiñ an anvioù ofisiel e brezhoneg, ha John Kennedy n'eo ket Yann Kenec'hdu. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 C'hwe 2021 da 11:13 (UTC)[respont]
Gwir a lavar Bianchi-Bihan. Arabat eo skrivañ *Louiziana, pan eo Louisiana an anv ofisiel, a zistager /luˌiːziˈænə/ e doare ar C'hallaoued peogwir e teu an anv eus Louis XIV. Mar heulier ali Arko e rankfed brezhonekaat betek *Loeiziana. --109.218.131.103 18 C'hwe 2021 da 20:49 (UTC)[respont]
N'eo ket ma ali, n'eo ket ar pezh am eus lavaret. Klask a ran bezañ an tostañ ouzh an distagadur orin. E saozneg e vez distaget un son etre an S hag ar Z. Anat eo amañ eo bet levezonet an distagadur brezhonek gant an hini gallek, da lâret eo ar Z. Setu perak e lavar an dud "Louiziana" e brezhgoneg, ha setu perak e rank bezañ skrivet Louiziana ha paz Louisiana, ar pezh a zo an doare-skrivañ saoznek ha gallek war an dro.--Arko (kaozeal) 18 C'hwe 2021 da 22:16 (UTC)[respont]
Loeiziana n'eus ket e brezhoneg, met Londrez a zo. Anvioù divoutin zo e brezhoneg da envel lec'hioù zo, ha tud zo ivez : Elesbed II, etc. --Arko (kaozeal) 18 C'hwe 2021 da 22:27 (UTC)[respont]

Ret eo treiñ an anvioù boutin ofisiel pa z eus tu d'ober. Parish = Parrez. Arabat implijout berradurioù evel St (saozneg), Mr (saozneg), Mme (galleg), etc (latin zo aotret!) pa z eus un doare brezhonek all.--Arko (kaozeal) 18 C'hwe 2021 da 22:20 (UTC)[respont]

Peogwir eo ret brezhonekaat an anvioù boutin, penaos e trofec'h Prospect Heights, Illinois e brezhoneg, neuze ? Uhelennoù ar Gweledva, Komz en Doare Reizh A Ra ?
Ur skouer fall eo Londrez, pa zeu eus ar gallekadur Londres. N'eus abeg sirius ebet da vrezhonekaat London e Londrez. Dianav eo orin an anv saoznek.
Bezañ mennet da vrezhonekaat a gas da reiñ anvioù brezhonek da lec'hioù ma n'eo bet biskoazh komzet ar yezh, er broioù gallaouek da skouer. Pa c'houlenn Breizhiz ma vefe doujet d'o lec'hanvadur brezhonek ez eo ret dezho doujañ da hini ar broioù all. Ar reolenn e seblant bezañ er Wikipedia-mañ, evel e Napoli. Un doare all eo displegañ an anv orin pa c'heller ober. 109.218.3.99 19 C'hwe 2021 da 13:05 (UTC)[respont]
N'eo ket ret komz ar yezh en ul lec'h evit envel anezhañ er yezh-se. Londrez zo bet lavaret e brezhoneg abaoe kantvedoù. Lavarout n'eus abeg ebet da vrezhonekaat London e Londrez zo farsus ha droch war un dro. Digor ul levr pe komz eus an dra-se gant forzh peseurt brezhoneger. Pa soñjan, penaos 'vez lavaret Breizh e saozneg ? N'eo ket "Breizh" hervez kont ;-) Diwar-benn Prospects Heights, lenn ar pezh em eus skrivet, hag adlenn ma teus ket komprenet mat. Deus ma zu m'eus kollet amzer awalac'h. Ar wezh diwezhañ e komzan ganit neuze, betek vo kemeret un anv ganit war wikipedia atav.--Arko (kaozeal) 19 C'hwe 2021 da 13:23 (UTC)[respont]