Kaozeal:Skol Diwan Roazhon

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Hopopop, da wiriekaat… D'am soñj, 1977 a zo deiziad ar skol "rak-Diwan" kentañ e Lambaol-Gwitalmeze. Skol Roazhon, a gav din, n'eo bet digoret nemet e 1978. E "Ferme de la Harpe" e Villejean e oa bet digoret, er savadur e-lec'h m'emañ bremañ ar C'helc'h keltiek. Ur blakenn-eñvor a zo bet lakaet abaoe e-kichenn an nor ha troet warni "Ferme de La Harpe" e-giz "Ti-feurm an Delenn", un enepster krenn… Ar bajenn ne dalvezfe ar boan nemet pa vefe ar munudoù-se : penaos eo aet da c'houde da voulouard Gwitreg hag, a-benn ar fin, da straed ar Portugal ha kresk niver ar vugale, hag all, hag all. Po'low (kaozeal) 19 Gwe 2013 da 20:50 (UTC)[respont]

Lakaet em eus an traoù evel int skrivet el lec'hienn, marteze ez eus meur a fazi all enni, n'on ket 'vit goût. Reizhañ a c'hallez, resisaat, hag all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Gwe 2013 da 04:50 (UTC)[respont]