Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Skanner

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Resped deoc'h, biskoazh ne'm eus klevet den ober gant an anvioù roet da bennger. Furoc'h e kavfen ober gant skanner ha sevel adkasoù diwar an anvioù all.--Kadwalan 18 Kzu 2007 da 11:24 (UTC)[respont]

An holl pennadoù o tennañ d'an urzhiataerezh a zo bet skrivet e sadedeg siwazh, hag a vije holl da vezañ adskrivet penn-da-benn gant ur geriaoueg boutinoc'h d'am soñj (oc'h implij kinnigoù Ofis ar brezhoneg pe Geriadur an Here da skouer)... Benoni (Kaozeadenn) 18 Kzu 2007 da 14:50 (UTC)[respont]

Da'm soñj n'eo ket sadedek met prederek. Da vare SADED ne oa ket a kement urzhiataerioù. A-du emaon ganit dre vras e-keñver ar c'heriaoueg da vezañ implijet. --Kadwalan 20 Kzu 2007 da 09:31 (UTC)[respont]

Emañ ar gwir ganit, setu ur ger tennet rag-eeun eus Geriadur ar Stlenneg gant Guy Etienne embannet e 1995 e ti Preder, [GSTL] evit ober gant an teskanv zo boazet e metoù ar geriaouiñ. Krouet e oa bet ar pennad-mañ (hag un toullad all o tennanñ diouzh an teknologiezh) gant Padraig Marc'heg, unan hag a gave dezhañ ez eo ar Wikipedia un digarez da lakaat gerioù nevez en implij, kuit a lakaat diaes Yann lenner. Klasket am boa kuñvaat e savpoent, gant un disoc'h gwall dreut avat (sellit ouzh ar gaozeadenn-mañ). Dibaoe eo chomet dioberiant an den, tra ma talc'hen-me da vont war ma fouezig. Evit a sell ouzh anv ar bajenn-mañ, ali on gant Kadwalan evit hec'h adenvel da Skanner, evel ma gaver war bank roadennoù an ofis, en ur virout C'hwilerver da adkas. Jañ-Mai 20 Kzu 2007 da 12:31 (UTC)[respont]
Adkaset da skanner hervez ali ar muiañ-niver. GS: sadedeg ha predereg a zo an hevelep yezh evidon-me, ar predereg o vezañ nemetken stumm a-vremañ ar sadedeg Taol lagad. Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 13:28 (UTC)[respont]

Kavout a ra din ez eus bet ijinet traoù mat gant SADED gant un tamm luc'haj diaes da lonkañ a-wezhioù. Brezhoneg fraezh a zeue gante peurliesañ memes tra. Kalz nebeutoc'h a draoù dedennus a gavan e labour Preder. Ret eo ijinañ gerioù nevez met ret eo derc'hel d'ar skiant vat ivez. Nag a bet gwezh e vez goveliet gante pemp "nevezc'her" digomprenus ha gant arlivioù diezhomm evit kemer lec'h unan zo anezhañ e brezhoneg dija war-zigarez emañ blas ar galleg gantañ. Ha peurliesañ e vez blas ar galleg n'eo ket gant o geriaoueg met gant ereadur o lavar.--212.234.116.126 20 Kzu 2007 da 15:31 (UTC)[respont]