Kaozeal:Sistem nervennel
Neuz
Kement ha kompren udb, pal pennadoù ar wikipedia, e karfen goulenn : petra eo ar c'hurzhiadurioù kigenn? Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2014 da 17:46 (UTC)
- Dav e vije bet goulenn digant Lomigbad, a skrivas kement-se d'an 10 a viz Here 2009 hep na vije kavet abeg ebet e-pad tremen pevar blead.
- Ma, "argrezadoù kaherel" e vije e bzhg skiantel. Moarvat e oa bet klasket treiñ contractions musculaires gant harp geriadur Francis Favereau, met kement ha contraction linguistique e talvez "kurzhad" evidon, ha "kigenn" n'eo ket un anv-gwan.
- Ne 'm boa ket reizhet pa 'm boa adwelet ar pennad, rak diskibled FF zo e-touez an implijerion oberiant, evel ma 'm eus merket meur a wezh. — Sad Edgar (kaozeal) 18 Gen 2014 da 22:26 (UTC)
N'hall den ebet lenn pep tra kenkent hag embannet, setu e vez graet ar goulennoù pa c'haller... Trugarez eus da respont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gen 2014 da 09:05 (UTC)
Respont diwezhat a ran, digarezit ac'hanon. En ur implijout ar verb kurzhañ (pe kurzañ -An Here p 812) e faote din diskrivañ ar fenomenennoù hag a c'hoarvezh e live molekulel er c'helligoù kigenn. Ma vez treuzkomprenet ar verb-mañ e rankfemp implijout stegnañ kentoc'h.--Lomigbad (kaozeal) 27 Eos 2014 da 13:07 (UTC)