Kaozeal:Sarre (departamant)
Neuz
D'am soñj e vije dereatoc'h ober gant Saar e brezhoneg, evit al Land kement hag evit an departamant (hervez disoc'h ar vot: doujañ da yezh ar vro)! Benoni 27 Du 2006 da 18:34 (UTC)
- a-du --Neal 27 Du 2006 da 19:34 (UTC)
D'am soñj eo dereat
- ober gant Saar e brezhoneg eus ar stêr, peogwir eo yezh ar vro
- ober gant Sarre eus an departamant peogwir n'eo an departamant nemet un ijinadenn c'hall gant un anv gallek ofisiel war gartennoù an amzer, aet da goll e puñs an Istor hag an Ankoun,
- chom hep diheñchañ ur vot ha ne denne TAMM EBET d'an departamantoù e-maez a Vro-C'hall, pe e vo kavet BUAN burokrated oc'h implij n'eus forzh peseurt vot evit lakaat da dalvezout o dibab yezh personel gant un tamm demagogiezh, pa 'z eo ret kemer amzer ha studiañ pa gomzer eus gerioù: an TIZH eo amzer ar wiki, ar c'horregezh hini ar vuhez hag ar yezh.
Pe komzomp eus furnez evit ar yezh pe eus benveg galloud evit ur sektenn ? Bianchi-Bihan 27 Du 2006 da 19:31 (UTC)
- D'am soñj e oa sklaer e tenne ar vot d'an holl departamantoù c'hall...Benoni 27 Du 2006 da 19:42 (UTC)
"Departamantoù gall", hep kemmadur.

- En degouezh-mañ emaon a-du-krenn gant Bianchi-Bihan. Tennañ a rae ar vot d'an departamantoù a-vremañ (hag o deus 200 bloavezh a vezañs ha traoù diazezet-mat) ha neket d'an ijinadenn verrbad-se. Kit da welet ar Wiki alamanek pe saoznek hag a ra gant ar stumm gallek en degouezh-mañ (war-bouez an titl evit an hini alamanek, met a ra gant ar ger "departement" ennañ)!!! Mar deomp da ijinañ ur stumm brezhonek e vo ar brezhoneg ar yezh nemeti hag a rafe gant ur stumm ha n'eo ket an hini gallek! Droch-pitilh! Kemeromp skouer war ar saozneg, ha greomp gant Saar, Sarre, Saarland hervez an degouezh.Rognogno 27 Du 2006 da 20:03 (UTC)
- Ne gomprenan ket perak e verv an traoù ken buan. Lâret 'm eus ma soñj, tra ken. N'em eus ket adanvet ar pennad, ha ne rafen ket hep ali ar wikipediourien.Benoni 27 Du 2006 da 20:11 (UTC)
- En degouezh-mañ emaon a-du-krenn gant Bianchi-Bihan. Tennañ a rae ar vot d'an departamantoù a-vremañ (hag o deus 200 bloavezh a vezañs ha traoù diazezet-mat) ha neket d'an ijinadenn verrbad-se. Kit da welet ar Wiki alamanek pe saoznek hag a ra gant ar stumm gallek en degouezh-mañ (war-bouez an titl evit an hini alamanek, met a ra gant ar ger "departement" ennañ)!!! Mar deomp da ijinañ ur stumm brezhonek e vo ar brezhoneg ar yezh nemeti hag a rafe gant ur stumm ha n'eo ket an hini gallek! Droch-pitilh! Kemeromp skouer war ar saozneg, ha greomp gant Saar, Sarre, Saarland hervez an degouezh.Rognogno 27 Du 2006 da 20:03 (UTC)
- D'am soñj e oa sklaer e tenne ar vot d'an holl departamantoù c'hall...Benoni 27 Du 2006 da 19:42 (UTC)
- Me ivez - perak e teu an dud d'en em danañ ken buan all. hag evel merour e pedan d'an dud (d'an HOLL) chom hep ober gant termenoù evel "droch" evit deskrivañ sav-poentoù difennet gant ar re all - ne sikouront ket evit kaout un aergelc'h mat.