Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Sadorn (planedenn)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar stumm "Sadorn" zo testeniekaet abaoe 1732, hag implijet dre-holl. Perak mont da cheñch? Iskomandant Marc'heg 28 Kzu 2005 da 20:07 (UTC)[respont]

D'am soñj e talvez ar boan ober an diferañs etre anvioù deizioù ar sizhun hag anvioù ar planedennoù. E labourioù an ti-embann Ledan evit vulgarizañ ar skiantoù e vije implijet an anvioù latin en o stumm orin evit envel ar planedennoù evel e kalz yezhoù all. Pozioù un dañs plinn gant ar vreudeur Morvan a zibun ivez "...Apollon,Merkurius, Venus ha Jupiter, ... --Yann Ber Montreer 29 Kzu 2005 da 10:37 (UTC)[respont]

Ar stumm "Yaou" zo kalz koshoc'h evit ma skrivez : dont a ra eus amzerioù kozh ar yezhoù predenek diwar stumm jenitiv anv an doue roman "Jupiter" evit envel deiz ar sizhun --Yann Ber Montreer 29 Kzu 2005 da 10:38 (UTC)[respont]

  • Jupiter ha Jovis ‘zo daou anv disheñvel en orin. An eil stumm en deus roet “Jove” e saozneg.
  • Kembreiz a ra gant ar memes anvioù evit an deizioù hag ar planedennoù (Mercher, Gwener, Mawrth, Iau, Sadwrn) ha n’int ket sotoc’h evidomp.
  • Ma vije ret heuliañ pozioù ar vreudeur Morvan e vije ret lakaat “Merkurius” ha n’eo ket “Merkur”.
  • Ha, dreist-holl : aet oc’h da adlakaat o tibaboù yezh. A zo mat a-walc’h. Met perak mont da adlakaat ar fazioù yezh bet difaziet ha mont da derriñ al liammoù bet savet ? Biken n’aio ar Wiki brezhonek war-raok en doare-se. Iskomandant Marc'heg 29 Kzu 2005 da 17:28 (UTC)[respont]
    • A-du penn-da-benn gant Implijer:Iskomandant Marc'heg. Arabat da bep hini mont da adijinañ ar yezh en e gorn na pegen mat e vefe e abegoù. Aet on skuizh gant traoù evel-se. Atav oc'h adober ar pezh zo bet milboan diazezañ gant hon diaraogerien e-lec'h kemer harp war o labourioù evit mont pelloc'h. Sklaer eo anvioù ar planedennoù en holl c'heriadurioù e peurunvan. Implijet e vezont war ar pemdez. Perak degas kemmesk e penn an dud adarre ? Peseurt gounid ? --Fulup 29 Kzu 2005 da 17:46 (UTC)[respont]

Ne lavaran ket e vefe arabat ober gant Merc'her, Yaou, Meurzh, ... Ur c'hinnig eo implj ivez ar gerioù latin peogwir ec'h int testeniet ivez e yezh ar bobl hag e labourioù evel reoù an ti-embann Ledan en 19vet kantved --Yann Ber Montreer 29 Kzu 2005 da 18:11 (UTC)[respont]