Kaozeal:Roparzh Surcouf

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Respet gant un t er fin, e vez skrivet e holl ma geriadurioù. Arko 23 Eost 2007 16:48 UTC Ya, un tamm drol pa lârer respediñ ha respedus alies.

Respetiñ a vez laret ivez. D'am soñj eo mat an daou.Bianchi-Bihan 23 Eos 2007 da 19:28 (UTC)
  • fæçoniou honest ha respedus Instructionou Christen pe ar Boquet eus ar Mission. troet gant Ropars. Kemper. 1824.--Kadwalan 23 Eos 2007 da 17:03 (UTC)
Robert Surcouf n'eo ket Roberto er wiki italianek, ha Roparz(h) Hemon n'eo ket Robert hemon er wiki gallek, kit da c'houzout perak. Bianchi-Bihan 23 Eos 2007 da 18:54 (UTC)

Leonardo da Vinci a zo Léonard de Vinci e wiki galleg. N'eus reolenn ebet eta.

Eo. Reolennoù kemmus zo. Pezh zo bet graet e galleg gant anv Leonardo n'hallfe ket ar C'hallaoued ober ken. Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 16:54 (UTC)

Dimp d'ober hon soñj. Robert Surcouf a oa Breizhat, eta ne seblant ket diboell lakaat Roparz. Ne rafen ket memestra evit Roberto Benigni da skouer : na Roparz Benigni na Robert Benigni. Koulskoude em eus chomet gant Surcouf, gant ur 'c', ha pas Surkouf peogwir eo e anv familh.
Evezhiekoc'h e vezen gant Al Louarn, koulz hag Ar Gankavenadez hag Ar C'hranvilladez, bigi anvet Le Renard, La Cancalaise ha La Granvillaise e gwirionez (pennadoù krouet ganin!), peogwir int anvioù bras. Gwir eo am eus cheñchet ma sonjoù evit an tri-se. N'eo ket aes dibab se zo sur. Arko 27 Eost 2007 da 14:49 (UTC)

Re wir, ha d'am soñj ec'h eus graet mat. Reizh eo, betek ur poent a vo da resisaat, brezhonekaat pezh a denn da Vreizh. A galon. Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 16:54 (UTC)

Lakaet em eus ouzhpenn e anv e galleg e dibenn an destennn, un tamm evel pennad Jakez Karter. Arko 27 Eost 2007 da 16:24 (UTC)

Me 'vefe evit ober gant an anv orin, e galleg. Met da welet eo. --Y-M D 28 Her 2009 da 16:20 (UTC)

Brezhonekaet am eus un toullad a frazennoù ha tennet un nebeut linennoù hag a adlavaret traoù bet kaozet dija.