Kaozeal:Roparzh
Neuz
Roparzh a Ervrezhell, n'eo ket Robert d'Arbrissel kentoc'h?
2007
[kemmañ ar vammenn]Fentus eo lenn kement-mañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Roparzh&action=historysubmit&diff=819187&oldid=780502. a) implij ur ger er bloavezh 2007 n'eo ket ur brouenn a dalvoudegezh b) rak mar bije ne vije ket ezhomm da labourat war ar pajennoù graet er bloavezh-se ken, ha war ar bajenn-mañ da gentañ-penn ch) ha neuze ne vije ket bet ezhomm da ober ar reizhadenn eus Roparzh a Ervrezhell da Roperzh Ervrezhell, un anv a zo un tamm koshoc'h eget 2007, ar roud kentañ a vije e 1960 betek-hen. Bianchi-Bihan 25 Gwe 2010 da 10:02 (UTC)
- Fentus-mat, ya. Gwir eo ez eo drastus ar c'hemm a zo etre Roperzh Ervrezhell ha Roparzh a Ervrezhell.
- N'eo ket ken fentus marteze gwelet ez eus bet kavet gwelloc'h ganit ober gant ar stumm gallek daoust ma oa prest ur stumm brezhonek amañ, ha ma'z peus kavet gwelloc'h ober gant anv gallek ar gumun daoust ma'z eus er wikipedia brezhonek ur pennad evit kement kumun a zo e Breizh abaoe ur prantad brav dija. Hag an arguzennerezh roet: «e kav din n'eus ket da reiñ na kañvaled na mamouted da lonkañ: ma n'eo ket Ervrezhell ur skouer a faltazi eus ar splannañ...» a zo tre-ha-tre ar pezh a gaver amañ [1].--Trec'hlid mitonet 27 Gwe 2010 da 18:10 (UTC)
- Ober a ran gant stummoù latin, gallek, kembraek, hervez an degouezh, n'on ket nec'het gant se, pell alese. Goude-se e c'hoarvez din kemm, met gwell e kavan kemer ma amzer, pezh a zisplij da lod, met pep hini a labour evel ma kar. A-hend-all, abaoe Françoise Morvan, on kustum ouzh an amalgamoù. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2010 da 18:22 (UTC)
- «met gwell e kavan kemer ma amzer» mutu. A zo mat. Kentañ tro, kemer da amzer ivez a-raok mont d'ober tagadennoù hep reiñ an disterañ arguzenn.--Trec'hlid mitonet 28 Gwe 2010 da 08:04 (UTC)
- Un evezhiadennig diwar al ledarguzenn hag an dagadenn lennet uheloc'h, pell diouzh danvez an holloueziadur, siwazh. Bianchi-Bihan 28 Gwe 2010 da 10:20 (UTC)