Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Roll kumunioù gevellet Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'on ket sur e talvezfe ar boan sevel ar roll-mañ, e-kichen ar re zo dija er Rummad:Listennoù kêrioù gevellet. --Llydawr 24 Du 2008 da 16:51 (UTC)[respont]

Ne gredan ket e vefe ken didalvoud-se ar roll-mañ, pa 'z eo disheñvel diouzh ar re all : holl gevelladurioù ar gumun-mañ-kumun zo renablet amañ, ha neket roll ar gevellladurioù kumunioù Breizh gant re ur vro resis. Seurt renabl se a c'hall skoazellañ da "voueta" ar rolloù bro-ha-bro.

Padal n'on ket sur e talvez kalz Listenn kêrioù Bro-Skos gevellet gant ur gêr a Vreizh pa n'eus nemet div gêr renablet (dilammet 'm boa Falkirk ha n'eo ket gevellet -daoust d'ar pezh oa skrivet- gant Kemper. Talvoudus eo ar rolloù pa 'z eo niverus a-walc'h pezh a zo enno.

Meven 25 Du 2008 da 17:47 (UTC)[respont]

Ma ne oa ket mat ar pennad Listenn kêrioù Bro-Skos gevellet gant ur gêr a Vreizh (n'ouzon ket, n'on ket bet 'welet) e oa kalz gwelloc'h e anv. Ret e vije brezhonekaat ar pennad-mañ gant an titl Roll kumunioù gevellet Breizh. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2008 da 07:09 (UTC)[respont]

Setu dres pezh a gredan ivez. N'em boa ket graet kement-se gant aon rak feukañ e aozer kent. N'on ket sur kennebeut ez eo reizh komz eus "kêrioù" gevellet Breizh, Galiza, Kernev-Veur, Kembre...pa'z eus anv peurvuiañ eus kêriadennoù dister a-walc'h niver o annezidi. Gwelloc'h ober gant "kumunioù" evit Breizh pe Alamagn (Gemeinden), "parrezioù keodedel" (civil parishes) evit Bro-Saoz pe Gernev-Veur pe doareoù all o klotañ gwelloc'h ouzh pezh a zo deskrivet

Meven 4 Kzu 2008 da 11:33 (UTC)[respont]